Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Klemmganoù 5:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 Hag hon taolet kuit ez pefe da viken? Ha fuloret e vefes a-enep deomp dreist?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Klemmganoù 5:22
13 Iomraidhean Croise  

E Doue eo e kavomp gloar bemdez, hag e veulimp da anv da viken.  Ehan


Ha n'o deus anaoudegezh ebet ar re a ra ar fallentez? Lonkañ a reont va fobl evel ma tebrer bara, n'aspedont ket Doue.


"Maskil" Azaf. Perak, o Doue, ec'h eus hon distaolet da viken, perak e tivoged da gounnar a-enep tropell da beurvan?


Betek pegoulz, o AOTROU, e vi fuloret hep distag, hag e vo da warizi flammet evel un tan?


AOTROU, na gounnar ket, na zalc'h ket soñj da viken eus hon direizhder. Setu, sell, da bobl ez omp holl.


Ha distaolet ez pefe Juda evit biken? Ha bez' en defe da ene heug ouzh Sion? Perak e skoez warnomp hep ma vefe yec'hed ebet evidomp? Gortoz a reomp ar peoc'h, met n'eus netra vat, amzer ar yec'hed, met setu ar spont.


Galvet e vint: Arc'hant distaolet, rak an AOTROU o distaol.


Touz da vlev ha taol anezho pell, ha disklêr ur werz war an tosennoù, rak an AOTROU en deus taolet kuit ha dilezet rummad e gounnar.


Drougiezh 'zo en da loustoni. Pa em eus klasket da c'hlanaat, n'out ket deuet da vezañ glan, ha neuze ne vi ken glanaet eus da loustoni, ken na'm bo sevenet va c'hounnar a-enep dit.


Hag e lavaras din: Mab an den, an eskern-se a zo holl di Israel. Setu e lavaront: Hon eskern a zo deuet da vezañ disec'het, hon esperañs a zo kollet. Fin 'zo deomp!


Koñseviñ a reas c'hoazh hag e c'hanas ur verc'h. An AOTROU a lavaras: Galv e anv Lo-Rukama, rak ne zalc'hin ken da gaout truez ouzh ti Israel, met o lemel a rin holl.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan