A-dra-sur em eus klevet Efraim o hirvoudiñ: Va c'hastizet ec'h eus hag on bet kastizet evel ul leue dizoñv; gra din distreiñ hag e tistroin, rak te eo an AOTROU va Doue.
Evel-henn e komz an AOTROU: El-lec'h-mañ, ma lavarit diouti: Ur gouelec'h eo, hep den na loen, e kêrioù Juda hag e straedoù Jeruzalem, a zo glac'haret, hep den, hep annezad, hep loen, e vo klevet c'hoazh
E kêrioù ar menez, e kêrioù ar blaenenn, e kêrioù ar c'hreisteiz, e bro Venjamin, war-dro Jeruzalem, hag e kêrioù Juda, an tropelloù a dremeno c'hoazh dre zaouarn an hini a niver anezho, eme an AOTROU.
AOTROU, klevet em eus ar pezh ac'h eus roet da glevout. Leuniet on a aon. AOTROU, e-pad ar bloavezhioù, laka da oberenn da advevañ! E-pad ar bloavezhioù, ro-hi da vezañ anavezet! Ez kounnar, az pez soñj da gaout truez!