Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Klemmganoù 5:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Met te, AOTROU, te a chomo da viken, ha da dron a bado a oad da oad.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Klemmganoù 5:19
23 Iomraidhean Croise  

An AOTROU a zo roue dalc'hmat ha da viken, ar broadoù o deus aet da get a-ziwar e zouar.


Va deizioù a zo evel ar skeudenn en he diskar, ha sec'h e teuan evel ar geot.


Da rouantelezh a zo ur rouantelezh evit an holl gantvedoù, ha da vestroniezh a bad en holl rummadoù.


An AOTROU a reno da viken. O Sion, emañ da Zoue a oad da oad! Meulit an AOTROU!


An AOTROU a oa azezet a-us d'al liñvadenn, an AOTROU a azezo da roue da viken.


Da viroù a zo lemm, mont a raint da galon enebourien ar roue, pobloù a gouezho dindanout.


Da enebourien? Un diskar ez int deuet da vezañ! Distrujet ec'h eus o c'hêrioù, rasket eo o eñvor.


A-raok d'ar menezioù bezañ ganet, ha d'an douar ha d'ar bed bezañ krouet, a-viskoazh ha da viken ez out-te Doue.


Da dron a zo startaet abaoe an amzerioù kozh, emaout a bep amzer.


En amzer ar rouaned-se, Doue an neñvoù a savo ur rouantelezh na vo biken distrujet. Ar rouantelezh-mañ ne dremeno ket da ur bobl all, hag e vruzuno hag e kaso da netra an holl rouantelezhioù-se, hag hi hec'h-unan a bado da viken,


Hag e voe roet dezhañ ar vestroniezh, ar c'hloar hag ar ren, hag an holl bobloù, broadoù ha yezhoù a servijas anezhañ. E vestroniezh a zo ur vestroniezh peurbadus na dremeno ket, hag e rouantelezh ne vo ket distrujet.


Hag ar rouantelezh, ar vestroniezh, braster ar rouantelezhioù a zo dindan an neñvoù a vo roet da bobl sent an Uhel-Meurbet. E rouantelezh a vo ur rouantelezh peurbadus, hag an holl c'halloudoù a servijo anezhañ hag a sento outañ.


Ha n'out ket a bep amzer, o AOTROU, va Doue, va Sant? Ne varvimp ket. AOTROU, lakaet ec'h eus ar bobl-se evit ober ur varnedigezh. O va Roc'h, he lakaet ec'h eus evit kastizañ.


Jezuz o vezañ distroet hag o welout e heulient anezhañ, a lavaras dezho: Petra a glaskit? Respont a rejont dezhañ: Rabbi, da lavarout eo Mestr, pelec’h e chomez?


Ur repu eo an Doue a zo a bep amzer, dindan e zivrec'h peurbadus. Kaset en deus kuit a-zirazout an enebour, hag en deus lavaret: Distruj!


Da Roue ar c’hantvedoù, divarvel, diwelus, da Zoue fur hepken, ra vo enor ha gloar e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.


Jezuz-Krist a zo an hevelep hini, dec’h, hag hiziv, ha da viken.


Yann, d’ar seizh Iliz a zo en Azia: Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh an hini a zo hag a oa hag a zeu, hag a-berzh ar seizh spered a zo dirak e dron,


Me eo an Alfa hag an Omega, ar penn-kentañ hag an diwezh, eme an Aotrou Doue, an hini a zo hag a oa hag a zeu, an Holl-C’halloudeg.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan