Grozmolat a raen evel ar wennili, huanadiñ a raen evel ar goulm, va daoulagad a zo aet skuizh o sellout ouzh an nec'h. AOTROU, bec'hiet on, bez va surentez.
Petra 'welan? Spontet int, treiñ a reont o c'hein, o zud kreñv a zo lakaet a-dammoù, hag e tec'hont hep distreiñ. Ar spont a zo a bep tu, eme an AOTROU.
Eus an nec'h en deus kaset em eskern un tan a lonk anezho. Stegnet en deus ur roued dindan va zreid. Graet en deus din kouezhañ en a-dreñv ha bezañ mantret ha dinerzh bemdez.
Va daoulagad a zo faezh gant an daeroù, va c'hreizon a verv. Va avu en em stlabez war an douar en abeg da c'houli merc'h va fobl. Ar bugaligoù hag ar magadelloù a sempl war leurioù kêr.
Ar re ac’hanoc’h a chomo bev, e tiekain o c’halonoù e broioù o enebourien; trouz un delienn hejet o argaso, tec’hout a raint evel ma tec’her dirak ar c’hleze hag e kouezhint hep den o redek war o lerc’h;
E-touez ar pobloù-se, ne vi ket sioul ha sol da droad n'en devo diskuizh ebet. An AOTROU a roio dit ur galon grenus, daoulagad enkrezet hag un ene trist.