Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Setu ez an da lakaat da baouez el lec'h-mañ, dirak ho taoulagad hag en ho teizioù, mouezh a joa ha mouezh a levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac'h-nevez.
Hag e lakain da baouez en o zouez mouezh ar joa ha mouezh al levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac'h-nevez, trouz ar mein-milin ha sklerijenn al lampoù.
Hag e lakain da baouez e kêrioù Juda hag e straedoù Jeruzalem mouezh ar joa ha mouezh al levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac'h-nevez, rak ar vro a vo gwastet.
Hentoù Sion a zo e kañv, rak den ne zeu ken d'ar gouelioù. Hec’h holl zorojoù a zo didud, hec'h aberzhourien a huanad. He gwerc'hezed a zo glac’haret, hag hi a zo leuniet a c'hwervoni.
Henaourien merc'h Sion a zo azezet dilavar war an douar. Lakaet o deus poultr war o fenn, gourizet int a seier. Gwerc'hezed Jeruzalem a stou o fenn etrezek an douar.
Hag e kastizin anezhi evit deizioù ar Baaloù, pa lakae da vogediñ evito, pa en em fiche gant he lagadennoù hag he c'helc'hennoù, pa'z ae war-lerc'h hec'h amourouzien ha va ankounac'hae, eme an AOTROU.
Sonioù an delennerien, ar vuzikerien, ar fleüterien hag an drompilherien ne vint ken klevet e-barzh da greiz. Micherour ebet a bep seurt micher bennak a c’hell bezañ ne vo kavet ennout. Trouz ar maen-milin ne vo ken klevet ennout.