ha pep kentañ-ganet a varvo e bro Ejipt, adalek kentañ-ganet Faraon, eñ hag a zo azezet war e dron, betek kentañ-ganet ar vatezh a zo a-drek ar maen-milin, kenkoulz ha pep kentañ-ganet al loened.
C'hoarvezout a reas en deizioù-se, pa voe deuet Moizez da vezañ bras, ma'z eas etrezek e vreudeur, hag e welas o zrevelloù. Gwelout a reas ivez un Ejipsian a skoas war un Hebread a-douez e vreudeur.
Ar vibien a zastum koad, an tadoù a enaou an tan, ar maouezed a vez an toaz, evit ober gwestell da rouanez an neñvoù hag evadkinnigoù da zoueoù estren, hag evit va imoriñ.
Ar Filistined a grogas ennañ, hag e toulljont e zaoulagad, hag e tiskennjont anezhañ da C'haza; ereet e voe gant chadennoù arem. Treiñ a rae ar maen-milin en toull-bac'h.