Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Klemmganoù 4:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 Merc'h Sion, poan da zireizhder a zo echu, ne'z kaso ken en harlu. Merc'h Edom, kastizañ a raio da zireizhder, hag e tizoloio da bec'hedoù.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Klemmganoù 4:22
17 Iomraidhean Croise  

AOTROU, az pez soñj eus mibien Edom, a lavare en deiz Jeruzalem: Touzit, touzit betek he diazez!


Komzit ouzh Jeruzalem hervez he c'halon, ha youc'hit dezhi ez eo echuet hec'h amzer a vrezel, ez eo pardonet he direizhder, hag he deus bet digant dorn an AOTROU div wech ar boan eus he mankoù.


Dihun! Dihun! Gwisk da nerzh, Sion! Gwisk dilhad da c'hloar, Jeruzalem kêr santel! Rak hiviziken ned aio ket ennout ar re ziamdroc'h hag ar re zic'hlan.


Ne vo ken klevet komz eus feulster ez pro, nag eus gwastoù nag eus distruj e-barzh da harzoù, met envel a ri da vogerioù: Silvidigezh, ha da zorojoù: Meuleudi.


Hag e tiazezin ganto un emglev peurbadus, ne zistroin ket diouto, ober a rin vad dezho, va doujañs a lakain en o c'halon, evit na zistroint ket diouzhin.


Hag e tegasin en-dro re zalc'het Juda ha re zalc'het Israel, hag e tiazezin anezho evel diagent.


Hag e c'hlanain anezho eus pep ober direizh o deus graet a-enep din, hag e pardonin o holl oberoù direizh o deus graet, o vezañ en em savet a-enep din drezo.


Met me am eus diwisket Ezaü ha dizoloet e lec'hioù kuzh, ne c'hello ket en em guzhat. E lignez, e vreudeur hag e amezeien a zo distrujet, ha n'emañ ken.


En deizioù-se, en amzer-se, eme an AOTROU, e vo klasket direizhder Israel, met ne vo ket kavet, ha pec'hedoù Juda, ha ne vint ket kavet, dre ma pardonin d'ar re am bo lezet e nemorant.


Tridal a ri hag e laouenai, merc'h Edom, a zo o chom e bro Uz! An hanaf a dremeno ivez etrezek ennout, mezv ha lakaet en noazh e vi


Direizhder merc'h va fobl a zo brasoc'h eget pec'hed Sodom, a voe diskaret en un taol, hep na vije dorn deuet warni.


Hag ar vroadoù a ouezo ez on me an AOTROU, a santela Israel, pa vo va santual en o c'hreiz evit biken.


An hini a vo pell a varvo dre ar vosenn, an hini a vo tost a gouezho dre ar c'hleze, an hini a vo manet hag a vo sezizet a varvo dre an naonegezh. Evel-se e vo sevenet va c'hounnar a-enep dezho.


En abeg d'ar feulster ec'h eus diskouezet e-keñver da vreur Jakob, e vi goloet a vezh ha lamet kuit da viken.


met kasaet Ezaü, hag em eus graet eus e venezioù ul lec'h distro; ha roet em eus e hêrezh da aourgon ar gouelec'h.


Mar lavar Edom: Distrujet omp, met adsevel a raimp an dismantroù! Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Sevel a raint, met me a ziskaro, hag e vint anvet: bro an drougiezh, ar bobl ma'z eo kounnaret an AOTROU en hec'h enep da viken.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan