Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Klemmganoù 4:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 C'hwezh hor fri, olevad an AOTROU, a zo bet tapet en o foulloù, hag e lavaremp diwar e benn: En e skeud e vevimp e-touez ar broadoù.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Klemmganoù 4:20
27 Iomraidhean Croise  

Neuze an AOTROU Doue a stummas an den eus poultrenn an douar hag a c'hwezhas en e zivfron ur c'hwezhadenn a vuhez. Hag an den a zeuas da vezañ un ene bev.


Bremañ, pa zeuin da gavout da servijer va zad, ma n'emañ ket ar bugel ganeomp, an hini ma'z eo e ene ereet d'e ene,


David a lavaras dezhañ: Penaos ne'c'h eus ket bet aon da gas da zorn da lazhañ olevad an AOTROU?


Menezioù Gilboa, ra chomo ar glizh hag ar glav hep kouezhañ warnoc'h, hag ar parkeier hep kinnig profoù, rak aze eo bet taolet skoed an dud kadarn, ha skoed Saül, evel ma ne vije ket bet olevet gant eoul.


Met ar bobl a lavaras dezhañ: Ned i ket er-maez! Rak mar befemp lakaet da dec'hout, ne daolint ket evezh ouzhimp, ha pa varvfe an hanter ac'hanomp, ne daolint ket evezh ouzhimp, met te a dalvez kement ha dek mil ac'hanomp. Bremañ eta e vefe gwelloc'h dit bezañ e kêr evit hor skoazellañ.


Abishai mab Zeruja a respontas o lavarout: Hag evit-se ne vo ket lakaet d'ar marv Shimei, p'en deus milliget olevad an AOTROU?


Jeremiaz a reas ur werz war Jozia, hag an holl ganerien hag an holl ganerezed o deus komzet eus Jozia en o gwerzioù betek hiziv, ha graet o deus a gement-se ur reolenn en Israel. Ha setu, an traoù-se a zo skrivet er gwerzioù.


Pep hini anezho a vo evel ur gwasked ouzh an avel hag ur vod ouzh ar glav, evel gwazhioù-dour en ul lec'h sec'h, evel skeud ur roc'h vras war un douar kras.


Met arme ar Galdeiz a redas war o lerc'h, hag e tizhjont Sedesia e plaenennoù Jeriko. O vezañ e dapet, e tegasjont anezhañ da Nebukadnezar roue Babilon, da Ribla e bro Hamad, e-lec'h ma voe lavaret ar varnedigezh en e enep.


Met arme ar Galdeiz a redas war-lerc'h ar roue hag e tapjont Sedesia e plaenennoù Jeriko. Hag e holl arme a stlabezas pell digantañ.


Kemer a rejont eta ar roue, hag e lakajont anezhañ da bignat etrezek roue Babilon e Ribla, e bro Hamad, e-lec'h ma voe barnet.


He dorojoù a zo sanket en douar, distrujet ha torret en deus ar prennoù. He roue hag he fennoù a zo e-touez ar broadoù, al lezenn n'emañ ken. Ar brofeded zoken n'o deus gweledigezh ebet a-berzh an AOTROU.


Astenn rin va roued warnañ, paket e vo em lasoù, kas a rin anezhañ da Vabilon e vro ar Galdeiz, met ne welo ket anezhi, hag e varvo eno.


Disprizet en deus al le ha torret an emglev. Ha setu, goude bezañ roet e zorn, an holl draoù-se en deus graet: n'en em saveteo ket.


Int ivez a zo diskennet ganti da lec'h ar marv, etrezek ar re a zo bet lazhet dre ar c'hleze; he brec'h e oant bet, o chom en he skeud e-touez ar broadoù.


He delioù a oa kaer hag he frouezh fonnus, hag e oa boued warni evit an holl. Loened ar parkeier en em lakae dindan he skeud, ha laboused an neñv a oa o chom en he brankoù; pep kig a veve diwarni.


Pelec'h emañ da roue eta? Ra zieubo ac'hanout ez holl gêrioù! Pelec'h emañ da varnerien, ac'h eus lavaret diwar o fenn: Ro din ur roue ha priñsed?


Hag ar spernenn a lavaras d'ar gwez: Ma'z eo gant gwirionez ec'h olevit ac'hanon da roue warnoc'h, deuit hag en em lakait dindan va skeud, anez ra zeuio an tan eus ar spern ha ra zevo sedrez al Liban.


Setu-me amañ. Roit testeni a-enep din dirak an AOTROU ha dirak e olevad. Digant piv em eus kemeret an ejen? Digant piv em eus kemeret an azen? Ouzh piv em eus graet gaou? Piv am eus gwasket? Eus dorn piv em eus kemeret ur prof evit serriñ va daoulagad warnañ? Daskoriñ a rin deoc'h.


Hag e lavaras dezho: An AOTROU a zo test a-enep deoc'h, e olevad ivez a zo test hiziv, n'hoc'h eus kavet netra etre va daouarn. Hag e respontjont: Test eo.


Hag evel ma'z aent, e welas Eliab, hag e lavaras ennañ e-unan: A-dra-sur olevad an AOTROU a zo dirazañ.


Setu, da zaoulagad o deus gwelet hiziv en deus da lakaet an AOTROU hiziv etre va daouarn er c'hev, ha lavaret eo bet din da lazhañ. Met da espernet em eus en ur lavarout: Ne lakain ket va dorn war va aotrou, rak olevad an AOTROU eo.


hag e lavaras d'e dud: Ra ziwallo an AOTROU ac'hanon d'ober a-enep va aotrou, a-enep olevad an AOTROU , un dra evel astenn va dorn warnañ! Rak olevad an AOTROU eo.


Ar pezh ac'h eus graet n'eo ket mat. An AOTROU a zo bev! Dre ma n'hoc'h eus ket diwallet ho mestr, olevad an AOTROU , e tellezit ar marv. Ha bremañ sell pelec'h emañ goaf ar roue, hag ar pod dour a oa e-kichen e benn.


Ha David a lavaras da Abishai: N'e laka ket d'ar marv! Rak piv a lakafe e zorn war olevad an AOTROU , hag a vefe digastiz?


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan