Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Klemmganoù 4:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Hon heskinerien a oa skañvoc'h eget erered an neñvoù, redet o deus war hol lerc'h war ar menezioù, ha stegnet o deus pechoù deomp er gouelec'h.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Klemmganoù 4:19
13 Iomraidhean Croise  

Setu e kasan pesketaerien niverus, eme an AOTROU, hag e pesketaint anezho. Ha goude-se e kasin chaseourien niverus, hag e chaseint anezho eus an holl venezioù hag eus an holl grec'hiennoù, hag eus faoutennoù ar reier.


Setu e pign evel koumoul, e girri a zo evel ur gorventenn, e gezeg a zo skañvoc'h eget an erered. Gwalleur deomp! An distruj a zo warnomp!


Eus an nec'h en deus kaset em eskern un tan a lonk anezho. Stegnet en deus ur roued dindan va zreid. Graet en deus din kouezhañ en a-dreñv ha bezañ mantret ha dinerzh bemdez.


Kemer ar shofar! Dont a ra evel un erer war di an AOTROU, rak o deus torret va emglev hag o deus pec'het a-enep va lezenn.


Israel en deus taolet kuit ar pezh a zo mat, an enebour a redo war e lerc'h.


Ar re ac’hanoc’h a chomo bev, e tiekain o c’halonoù e broioù o enebourien; trouz un delienn hejet o argaso, tec’hout a raint evel ma tec’her dirak ar c’hleze hag e kouezhint hep den o redek war o lerc’h;


An den prim ne c'hello ket tec'hout, an hini kreñv ne gavo ket e nerzh, an hini kalonek ne saveteo ket e vuhez,


He c'hezeg a zo skañvoc'h eget al louparded, lemmoc'h eget bleizi an abardaez. He marc'hegerien a ya war-raok gant lorc'h, he marc'hegerien a zeu eus a-bell, nijal a reont evel an erer oc'h en em deurel war e breizh.


An AOTROU a lakaio da sevel a-enep dit eus pell, eus pennoù an douar, ur bobl a nijo avel an erer, ur bobl na gompreni ket he yezh,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan