An holl gedourien a zo dall, n'anavezont netra. Holl ez int chas mut na c'hellont ket harzhal, emaint o huñvreal en ur chom gourvezet, plijout a ra dezho morediñ.
Kerkent ha m'en doe Jeremiaz echuet da lavarout kement en doa an AOTROU gourc'hemennet da lavarout d'an holl bobl, ma krogas an aberzhourien, ar brofeded hag an holl bobl ennañ, o lavarout: Mervel a ri!
Met tud reizh o barno, evel ma vez barnet avoultrerezed hag evel ma vez barnet ae re a skuilh gwad, rak avoultrerezed ez int ha gwad a zo war o daouarn.
Lakaat a rin an dud en estrenvan, hag e kerzhint evel dalled, dre m'o deus pec'het a-enep an AOTROU. Hag o gwad a vo skuilhet evel ar poultr, hag o c'hig evel lastez.
Piv bennak a stoko er parkeier ouzh un den lazhet gant ar c'hleze, pe ouzh ar c'horf eus un den, pe ouzh un askorn den, pe ouzh ur bez, a vo dic'hlan e-pad seizh devezh.
Ne gousiot ket ar vro ma viot o chomo enni, rak ar gwad a gousi ar vro. Ha ne vo ket graet dic'haou evit ar vro eus ar gwad a vo bet skuilhet enni, nemet dre wad an hini en devo e skuilhet.