Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Klemmganoù 3:66 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

66 Red war o lerc'h ez kounnar, o distrujañ a ri a-zindan an neñvoù, AOTROU.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Klemmganoù 3:66
14 Iomraidhean Croise  

Hogen an AOTROU n'en doa ket divizet diverkañ anv Israel a-zindan an neñvoù, hag evel-se e tieubas anezho dre zaouarn Jeroboam mab Joaz.


Diwar-benn an neñvoù, an neñvoù a zo d'an AOTROU, met roet en deus an douar da vibien an dud.


Ra vint evel ar pell laosket en avel, ha ra gaso ael an AOTROU anezho kuit.


Ra vo o hent teñval ha risklus, ha ra redo ael an AOTROU war o lerc'h!


Ma em bije lavaret: Me a gomzo evelto, setu e vijen disleal da ouenn da vibien.


Eus genoù ar vugale vihan hag ar magadelled ec'h eus tennet da veuleudi, en abeg da'z enebourien hag evit kas d'ar sioulded an enebour hag an hini disentus.


Evel-henn e komz an AOTROU: An neñv eo va zron hag an douar ur skabell dindan va zreid. Peseurt ti a savot din, ha pelec'h e vo takad va diskuizh?


Evel-henn e komzot outo: An doueoù ha n'o deus ket graet an neñvoù hag an douar, a yelo da goll diwar an douar hag a-zindan an neñvoù.


Gouzout a rez, o AOTROU! Az pez soñj ac'hanon, gweladenn ac'hanon ha va veñj eus va heskinerien! Na lam ket ac'hanon, o taleañ da fulor, ha gouez e c'houzañvan an dismegañs evidout.


Gwisket a gounnar, ec'h eus redet war hol lerc'h, lazhet ec'h eus didruez.


Israel en deus taolet kuit ar pezh a zo mat, an enebour a redo war e lerc'h.


P'en devo roet diskuizh an AOTROU da Zoue dit eus da holl enebourien tro-war-dro, er vro a ro dit an AOTROU da Zoue evel hêrezh evit he ferc'hennañ, e tiverki eñvor Amalek a-zindan an neñv. N'ankounac'ha ket!


an AOTROU ne fello ket dezhañ pardoniñ d'an den-se, met kounnar an AOTROU hag e warizi en em dano en e enep, an holl vallozhioù skrivet el levr-mañ a bouezo warnañ, hag an AOTROU a lamo e anv a-zindan an neñvoù.


Hag e lakaio e rouaned etre da zaouarn, hag e tilami o anv a-zindan an neñvoù, den ne zalc'ho dirazout betek ma vint aet da get.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan