Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Klemmganoù 3:56 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

56 Klevet ec'h eus va mouezh, na guzh ket da skouarn ouzh va huanadoù ha va c'hriadennoù.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Klemmganoù 3:56
17 Iomraidhean Croise  

Pediñ a reas anezhañ, ha Doue a asantas d'e bedenn hag a selaouas e c'houlenn, o reiñ dezhañ da zistreiñ da Jeruzalem ha d'e rouantelezh. Ha Manase a anavezas eo an AOTROU a zo Doue.


E bedenn, penaos e voe selaouet, e holl bec'hedoù hag e dorfedoù, al lec'hioù m'en deus savet uhellec'hioù, ha lakaet Asheraoù ha skeudennoù kizellet enno, a-raok en em izelaat, kement-se a zo skrivet e komzoù ar welourien.


en doare m'o deus graet da c'harm ar paour sevel betek ennañ, hag en deus klevet garm ar re c'hlac'haret.


Met te, AOTROU, te eo va skoed, va gloar, an hini a laka ac'hanon da sevel va fenn.


Ha sellet o deus outañ? Hag e voent sklêrijennet, n'o deus ket da ruziañ a vezh.


Ro da skouarn da'm gerioù, o AOTROU, selaou va c'hlemmvan!


Va Roue ha va Doue, bez evezhius ouzh mouezh va garm, rak te eo a bedan!


D'ar mestr-kaner; "Maskil" David; gant ar binvioù-kerdin.


D'abardaez, diouzh ar beure, da greisteiz, e hirvoudin hag e huanadin, hag e klevo va mouezh.


O Doue! Ro da skouarn da'm fedenn, ha n'en em guzh ket ouzh va erbedennoù.


Met a-dra-sur Doue en deus va selaouet, roet en deus ar skouarn da vouezh va fedenn.


Kae ha lavar da Ezekiaz: Evel-henn e komz an AOTROU, Doue David da dad: Klevet em eus da bedenn, gwelet da zaeroù, setu e lakaan pemzek vloavezh ouzhpenn war da zeizioù.


Bremañ, o hon Doue, selaou ouzh pedenn da servijer hag ouzh e c'houlennoù! Abalamour da garantez an Aotrou, laka da zremm da lugerniñ war da santual glac'haret.


Evel-se ivez ar Spered a sikour ac’hanomp en hon dinerzhded. Rak n’ouzomp ket petra a dleomp goulenn evit pediñ evel ma’z eo dereat. Met ar Spered e-unan a erbed evidomp dre huanadoù na c’hellont ket bezañ displeget.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan