An daou dra-se o deus c'hoarvezet ganit, ha piv a druezo ouzhit? Ar glac'har hag an distruj, an naonegezh hag ar c'hleze, ha dre biv e frealzin ac'hanout?
Eus an nec'h en deus kaset em eskern un tan a lonk anezho. Stegnet en deus ur roued dindan va zreid. Graet en deus din kouezhañ en a-dreñv ha bezañ mantret ha dinerzh bemdez.
Hentoù Sion a zo e kañv, rak den ne zeu ken d'ar gouelioù. Hec’h holl zorojoù a zo didud, hec'h aberzhourien a huanad. He gwerc'hezed a zo glac’haret, hag hi a zo leuniet a c'hwervoni.