Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Klemmganoù 3:42 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

42 Pec'het hon eus, disent omp bet, ha ne'c'h eus ket pardonet.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Klemmganoù 3:42
16 Iomraidhean Croise  

hag ivez en abeg d'ar gwad didamall en doa skuilhet, rak leuniet en doa Jeruzalem a wad didamall. Hag an AOTROU ne fellas ket dezhañ pardoniñ.


hag e lavaris: Va Doue! Ruziañ a ran ha mezh am eus o sevel va dremm dirazout, o va Doue! Rak hon direizhder en deus kresket dreist hor pennoù, hag hon torfed en deus tizhet betek an neñvoù.


Met e voent disentus hag en em savjont a-enep dit, hag e taoljont da lezenn a-dreñv o c'hein. Lazhañ a rejont da brofeded a zouge anezho da zistreiñ ouzhit, hag e rejont dismegañsoù bras dit.


dre ma oant bet disent ouzh gerioù Doue, hag o deus disprizet kuzul an Uhel-Meurbet.


Anzav a reomp hon drougiezh, AOTROU, direizhder hon tadoù, rak pec'het hon eus a-enep dit.


Anzav da zireizhder, ma'z out en em savet a-enep an AOTROU da Zoue, ma ec'h eus troet amañ-ahont da gammedoù etrezek an diavaezidi dindan pep gwezenn c'hlas, ha ma ne'c'h eus ket selaouet va mouezh, eme an AOTROU.


An AOTROU a zo reizh, rak ez on bet disent ouzh e c'henoù. Pobloù, selaouit holl, gwelit va glac'har. Va gwerc'hezed ha va zud yaouank a zo bet harluet.


Kurunenn hor penn a zo kouezhet. Gwalleur deomp, rak pec'het hon eus.


Drougiezh 'zo en da loustoni. Pa em eus klasket da c'hlanaat, n'out ket deuet da vezañ glan, ha neuze ne vi ken glanaet eus da loustoni, ken na'm bo sevenet va c'hounnar a-enep dit.


Ha bremañ, Aotrou hon Doue, te hag ac'h eus tennet da bobl eus bro Ejipt gant un dorn kreñv, hag ac'h eus graet dit un anv evel ma emañ hiziv, pec'het hon eus, graet hon eus an droug.


Ho tadoù, pelec'h emaint? Hag ar brofeded-se, ha bevañ a reont bepred?


Koulskoude va c'homzoù ha va reolennoù am boa roet da'm servijerien ar brofeded, daoust ha n'o deus ket tizhet ho tadoù? Distroet int ha lavaret o deus: Kement en doa divizet AOTROU an armeoù ober deomp, hervez hon hentoù hag hon oberoù, en deus graet warnomp.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan