Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Klemmganoù 3:40 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

40 Klaskomp ha furchomp hon hentoù, ha distroomp d'an AOTROU.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Klemmganoù 3:40
22 Iomraidhean Croise  

Ar rederien a yeas eta gant lizhiri a-berzh ar roue hag e bennoù, dre holl Israel ha Juda, en ur lavarout hervez m'en doa gourc'hemennet ar roue: Mibien Israel, distroit d'an AOTROU Doue Abraham, Izaak hag Israel, hag e teuio etrezek ennoc'h, an nemorant a zo tec'het eus dorn roue Asiria.


Rak mar distroit d'an AOTROU, ho preudeur hag ho mibien a gavo trugarez e-kichen ar re o deus o zapet evit an harlu, hag e tistroint d'ar vro-mañ, rak an AOTROU ho Toue a zo truezus ha trugarezus, ha ne zistroio ket e zremm diouzhoc'h, mar troit davetañ.


Kontet em eus va hentoù, ha troet va c'hammedoù etrezek da destenioù.


Gouezit penaos en deus dibabet an AOTROU ur c'haret-mat. An AOTROU a glev ac'hanon pa grian dezhañ.


Ra zilezo an den drouk e hent, hag an den direizh e soñjoù, ha ra zistroio d'an AOTROU en devo truez outañ, d'hon Doue a bardon gant largentez.


O vezañ sellet pizh ha distroet diouzh e holl bec'hedoù en deus graet, a-dra-sur e vevo, ne varvo ket.


An AOTROU eo Doue an armeoù. E anv eo an AOTROU.


Hag ez in kuit, hag e tistroin da'm lec'h, betek ma'c'h anavezint ez int kablus ha ma klaskint va dremm. En o enkrez, e klaskint ac'hanon gant pres.


Deuit, distroomp d'an AOTROU. Rak roget en deus, met yac'haat a raio ac'hanomp, skoet en deus, met lienañ a raio hor goulioù.


met d’ar re a zo e Damask da gentañ, hag e Jeruzalem hag en holl Judea ha d’ar baganed, prezeget em eus da gaout keuz ha da zistreiñ ouzh Doue, oc’h ober traoù dereat eus ar geuzidigezh.


Ra en em amprouo pep hini eta e-unan, hag evel-se ra zebro eus ar bara-mañ ha ra evo eus an hanaf-mañ.


Rak mar en em varnfemp hon-unan, ne vefemp ket barnet.


En em eveshait hoc’h-unan da welout hag emaoc’h er feiz, en em amprouit hoc’h-unan. Ha n’anavezit ket hoc’h-unan penaos emañ Jezuz-Krist ennoc’h? Nemet e vefec’h marteze diveulet.


Pa vi er glac'har ha ma vo erruet an holl draoù-se ganit, neuze, en deizioù war-lerc'h, e tistroi d'an AOTROU da Zoue hag e senti ouzh e vouezh,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan