Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Klemmganoù 3:36 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

36 pa reer gaou d'un den en e afer, an Aotrou n'asant ket.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Klemmganoù 3:36
8 Iomraidhean Croise  

Pa voe tremenet ar c'hañv, David a gasas d'he c'hemer en e di, hag e voe e wreg, hag e c'hanas dezhañ ur mab. Met ar pezh en doa graet David a zisplijas d'an AOTROU.


AOTROU, flastrañ a reont da bobl, hag e waskont da hêrezh.


Mar lavarez: Setu, n'hon eus ket anavezet, ha ne glevo ket an hini a bouez ar c'halonoù? Ha ne ouezo ket an hini a ziwall da ene? Ha ne roio ket en-dro da bep hini hervez e oberennoù?


Ar wirionez zoken a zeu da vankout, hag an neb en em denn eus an droug a zo preizhet. An AOTROU en deus gwelet kement-se, ha displijet eo bet gant an diouer a varnedigezh.


evel-henn e komz an AOTROU: Grit hervez ar varnedigezh hag ar reizhder, dieubit an hini gwasket eus daouarn ar mac'homer, na vac'hit ket an diavaeziad nag an emzivad nag an intañvez, na vezit ket taer, na skuilhit ket ar gwad didamall el lec'h-mañ.


AOTROU, gwelet ec'h eus ar gaou o deus graet din, ro din va gwir.


Re c'hlan eo da zaoulagad evit gwelout an droug, ha ne c'hellez ket sellout ouzh ar fallagriezh. Perak e sellfes ouzh a re fall hag e tavfes, pa lonk an hini drouk unan reishoc'h egetañ?


Pa savo un tabut etre tud, hag e tostaint ouzh al lez-varn evit bezañ barnet, e vo reishaet an hini reizh ha kondaonet an hini fall.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan