Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Klemmganoù 3:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

32 Ma ro glac'har, truez en deus ivez, hervez braster e drugarezioù.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Klemmganoù 3:32
15 Iomraidhean Croise  

Met an AOTROU a reas trugarez dezho hag en doe truez outo, hag en em droas etrezek enno, abalamour d'e emglev gant Abraham, Izaak ha Jakob. Ne fellas ket dezhañ o distrujañ, ha, betek bremañ n'en deus ket o zaolet kuit a-zirak e zremm.


Rak kement emañ an neñvoù savet dreist an douar, kement eo e vadelezh bras e-keñver ar re a zouj anezhañ.


Kanit meuleudioù d'an AOTROU, c'hwi holl e re garet-mat, ha meulit eñvor e santelezh!


Met eñ, trugarezus, a bardone o zorfed ha n'o distruje ket. Alies e tistroe diouzh e gounnar ha ne zihune ket e holl fulor.


Hag e c'hoarvezas, pell goude, penaos e varvas roue an Ejipt. Mibien Israel a hirvoude abalamour d'o sklaverezh, hag a grias. O c'hriadennoù a bignas war-zu Doue eus o sklaverezh.


An AOTROU a lavaras: Gwelet em eus enkrez va fobl a zo en Ejipt, klevet em eus ar garm a laoskont abalamour d'o gwaskerien, rak anavezout a ran o glac'haroù.


Gant muzul eo ec'h eus he c'hastizet, en ur gas anezhi kuit, pa voe argaset gant c'hwezh un avel greñv, e deiz avel ar sav-heol.


Da zilezet em eus evit ur predig, met ez tegemerin gant trugarezioù bras.


Efraim, ha n'eo ket evidon ur mab karet? Ha ne'm eus ket lakaet ennañ va holl levenez? Rak adalek ma komzan diwar e benn, atav em eus soñj anezhañ. Setu perak va c'hreizon a zo fromet en e geñver, hag a-dra-sur em bo truez outañ, eme an AOTROU.


Madelezhioù an AOTROU eo ned omp ket aet da get, e drugarezioù n'int ket echuet.


Penaos e tilezin ac'hanout, Efraim? Penaos e teroin ac'hanout, Israel? Hag e rin dit evel da Adma? Hag e lakain ac'hanout evel Zeboim? Va c'halon a zo trefuet em c'hreiz, va holl druezioù a zo fromet.


Evel-henn e komz an AOTROU: Petra bennak ma'z int e surentez hag e niver bras, koulskoude e vint falc'het hag ez aint da get. Ha mar em eus da izelaet, ne izelain ken ac'hanout.


Sevel a reas hag ez eas da gavout e dad. Evel ma oa c’hoazh pell, e dad a welas anezhañ hag en doe truez outañ; o teredek, e lamas d’e c’houzoug hag e pokas dezhañ.


Hag e lamjont eus o zouez an doueoù diavaeziek, evit servijañ an AOTROU. Truez en doe en e galon dirak glac'har Israel.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan