Rak a-dra-sur e varvimp, hag omp heñvel ouzh an doureier a red war an douar ha ne vez ket dastumet. Ha Doue ne lam ket e vuhez digantañ, met fellout a ra dezhañ tremen hep kas pell dioutañ an hini kaset kuit.
Evel-henn e komz an AOTROU: Mar gell an neñvoù en nec'h bezañ muzuliet, mar gell diazezoù an douar en traoñ bezañ furchet, neuze e taolin kuit holl ouenn Israel, en abeg da gement o deus graet, eme an AOTROU.
Hag e tiazezin ganto un emglev peurbadus, ne zistroin ket diouto, ober a rin vad dezho, va doujañs a lakain en o c'halon, evit na zistroint ket diouzhin.
Ha ne'c'h eus ket gwelet penaos he deus komzet ar bobl-mañ, o lavarout: An daou diegezh en doa an AOTROU dibabet, en deus taolet kuit? Evel-se e tisprizont va fobl en doare ma ne vefe ken ur vroad d'o daoulagad.
Piv a zo un Doue heñvel ouzhit, hag a bardon an direizhder hag a dremen dreist pec'hed an nemorant eus e hêrezh? Ne vir ket da viken e gounnar, rak trugarez a blij dezhañ.
Evel-henn e komz an AOTROU: Petra bennak ma'z int e surentez hag e niver bras, koulskoude e vint falc'het hag ez aint da get. Ha mar em eus da izelaet, ne izelain ken ac'hanout.