27 Mat eo d'an den dougen ar yev e-pad e yaouankiz.
Mat eo din bezañ bet glac'haret, evit ma teskin da reolennoù.
Kelenn deomp kontañ niver hon deizioù, evit ma c'hellimp kaout ur galon fur.
Eürus eo an den a gastizez, o AOTROU, an hini a zeskez dre da lezenn,
Az pez soñj eus da Grouer e-pad deizioù da yaouankiz, a-raok ma teuio an deizioù fall, a-raok ma erruo ar bloavezhioù ma lavari diwar o fenn: Ne gemeran ket plijadur enno,
Mat eo gortoz didrouz silvidigezh an AOTROU.
Azezet eo e-unan ha sioul, rak karget eo gantañ.