Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Klemmganoù 3:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

26 Mat eo gortoz didrouz silvidigezh an AOTROU.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Klemmganoù 3:26
24 Iomraidhean Croise  

Gortozet em eus da silvidigezh, o Aotrou!


Ne vo ket deoc'h da stourm a-enep dezho, kit hag en em zalc'hit eno, ha gwelit ar silvidigezh ez a an AOTROU da reiñ deoc'h. Juda ha Jeruzalem, n'ho pet ket aon ha na spontit ket! Warc'hoazh, kit en arbenn dezho, hag an AOTROU a vo ganeoc'h.


AOTROU, esperout a ran ez tieubidigezh, hag e ran hervez da c'hourc'hemennoù.


AOTROU, huanadiñ a ran war-lerc'h da silvidigezh, da lezenn a zo va flijadur.


Gortozet em eus an AOTROU, va ene en deus e c'hortozet, hag em eus lakaet va esperañs en e gomz.


Bez en gortoz eus an AOTROU ha mir e hent, sevel a raio ac'hanout da berc'hennañ an douar, an dud drouk a vo lamet kuit dirak da zaoulagad.


Chom sioul o sellout ouzh an AOTROU, ha gortoz anezhañ. Na gounnar ket a-enep an hini a zeu a-benn eus e c'hoantoù.


Setu aze an den ne gemere ket Doue evit e vod, hag a fizie en e binvidigezhioù, hag a lakae e nerzh en e fallentez!


Setu, Doue eo va sikour, an AOTROU a zo e-touez ar re a harp va ene.


Va ene en em harp war Doue hepken, anezhañ eo e teu va silvidigezh.


Met evidon, tostaat ouzh Doue eo va mad. Lakaet em eus va repu en Aotrou, an AOTROU, evit disklêriañ da holl oberennoù.


Salm; kanaouenn evit deiz ar sabad.


Moizez a lavaras d'ar bobl: N'ho pet ket aon, chomit aze ha gwelit ar silvidigezh a vo roet deoc'h hiziv gant an AOTROU , rak an Ejipsianed a welit hiziv, ne welot anezho mui biken.


An AOTROU a stourmo evidoc'h, ha c'hwi a chomo sioul.


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU, Sant Israel: En ur zistreiñ ouzhin hag en ur chom sioul e vefec'h salvet, en diskuizh hag er fiziañs e vefe ho nerzh. Met n'eo ket bet fellet deoc'h.


Rak sikour an Ejipt ne vo nemet moged ha netra; setu perak em eus anvet kement-se: Trouz bras evit netra.


ha lavar dezhañ: Laka evezh ha chom sioul, na'z pez ket aon, ra n'en em c'hlac'haro ket da galon dirak an daou bennad glaouenn vogedus-se, dirak ar gounnar ruz eus Rezin, eus Siria hag eus mab Remalia,


E-touez idoloù aner ar broadoù, hag ez eus unan a rofe glav? Hag e c'hellfe an neñvoù reiñ glav munut? Ha n'eo ket te, AOTROU hon Doue? Emaomp en gortoz ac'hanout, rak te eo a ra an holl draoù-se.


Mat eo d'an den dougen ar yev e-pad e yaouankiz.


Rak ar weledigezh a zo c'hoazh evit un amzer merket. Mont a ra d'he dibenn hep mar. Mard eo dilerc'hiet, gortoz anezhi, rak c'hoarvezout a raio a-dra-sur, ha ne zaleo ket.


Mat eo bezañ gredus evit ar mad e pep amzer ha nann hepken pa’z on ganeoc’h en ho touez.


Na zilezit ket eta ho fiziañs, ur gopr bras a vo ganti.


Rak deuet omp da vezañ lodennek e Krist, gant ma virimp start betek an diwezh hor fiziañs kentañ,


Dre-se gourizit divgroazell ho klevidigezh, bezit poellek, gortozit gant un esperañs peurvat ar c’hras a vo degaset deoc’h da emziskuliadur Jezuz-Krist,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan