Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Klemmganoù 3:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

24 An AOTROU a zo va lodenn, eme va ene, setu perak em bo esperañs ennañ.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Klemmganoù 3:24
25 Iomraidhean Croise  

Skoazellet e voent a-enep dezho, hag an Hagareniz hag an holl re a oa ganto a voe lakaet etre o daouarn, rak er brezel e krijont da Zoue; hag e selaouas anezho, dre m'o doa lakaet o fiziañs ennañ.


Ha pa lazhfe ac'hanon, ennañ em befe esperañs, hag e talc'hfen va hentoù dirazañ.


An Holl-C'halloudeg a vo da aour, da arc'hant ha da deñzorioù.


Va lod, o AOTROU, e lavaret em eus, eo mirout da gomzoù.


Israel, fiz en AOTROU, rak an drugarez a zo e-kichen an AOTROU, hag an dasprenadur a zo fonnus en e gichen.


Sell ouzh va zu dehou ha gwel! Den ne anavez ac'hanon, pep degemer a vank din, den n'eo chalet gant va ene.


An AOTROU eo va hêrezh ha va lodenn. Te eo an hini a starta va lodenn.


Karit an AOTROU, c'hwi holl e re garet-mat! An AOTROU a ziwall ar re leal, met d'ar re a labour gant lorc'h e ro kement o deus dellezet.


Setu, lagad an AOTROU a zo war ar re a zouj anezhañ, war ar re a zo en gortoz d'e vadelezh,


Va eskern a zo brevet pa zismegañs va heskinerien ac'hanon, o lavarout bemdez: Pelec'h emañ da Zoue?


Pa em eus soñj a gement-mañ, e tremenan e eñvor em c'halon: Kerzhout a raen e-kreiz ar bobl, mont a raen en he fenn betek ti va Doue, gant kriadennoù a levenez hag a veuleudi, e-touez un engroez o c'houeliañ.


Perak ez out trist, va ene, hag e huanadez ennon? Bez en gortoz eus Doue, rak e veuliñ a rin c'hoazh. Eñ eo va silvidigezh ha va Doue.


E Doue emañ va silvidigezh ha va gloar. Va roc'h nerzhus, va skoazell a zo e Doue.


Met me a espero atav, hag e veulin ac'hanout muioc'h-muiañ.


Va c'hig ha va c'halon a zo dinerzh, met Doue eo roc'h va c'halon ha va lod da viken.


rak an AOTROU Doue a zo un heol hag ur skoed, an AOTROU a ro gras ha gloar, ne zinac'h mad ebet d'ar re a gerzh en eeunded.


Pa em boa kalz a soñjoù em diabarzh, da frealz en deus laouenaet va ene.


Lodenn Jakob n'eo ket evelto, rak eñ eo en deus graet an holl draoù, hag Israel eo meuriad e hêrezh. AOTROU an armeoù eo e anv.


Lodenn Jakob n'eo ket evelto, rak an Hini en deus doareet pep tra ez eo, Israel eo meuriad e hêrezh, AOTROU an armeoù eo e anv.


Met kement-mañ a eñvorin da'm c'halon, setu perak em bo esperañs:


Met me a sello etrezek an AOTROU, fiziout a rin e Doue va silvidigezh. Va Doue am selaouo!


Izaia a lavar ivez: Dont a raio eus Jese ur wrizienn hag a savo da ren war ar broadoù, hag ar broadoù a espero enni.


N'o devo ket hêrezh e-touez o breudeur, an AOTROU eo o hêrezh, evel m'en deus lavaret dezho.


drezañ e kredit e Doue, eñ hag en deus e adsavet a-douez ar re varv ha roet dezhañ gloar, evit ma vije ho feiz hag hoc’h esperañs e Doue.


David a voe en un enkrez bras, rak ar bobl a gomze d'e veinata. Rak an holl bobl o doa an ene leun a c'hwervder, pep hini abalamour d'e vibien ha d'e verc'hed. Met David en em galonekaas en AOTROU e Zoue,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan