Pa zeufe ar menezioù da bellaat, hag ar c'hrec'hioù da vrañsellat, va zrugarez ne bellaio ket diouzhit, ha va emglev a beoc'h ne vrañsello ket, eme an AOTROU, en deus truez ouzhit.
Grognal a reomp holl evel arzhed, hag ec'h huanadomp dibaouez evel koulmed: Gortoz a reomp ar varnedigezh ha ne zeu ket, ar silvidigezh hag emañ pell diouzhimp.
Ha distaolet ez pefe Juda evit biken? Ha bez' en defe da ene heug ouzh Sion? Perak e skoez warnomp hep ma vefe yec'hed ebet evidomp? Gortoz a reomp ar peoc'h, met n'eus netra vat, amzer ar yec'hed, met setu ar spont.
Rak evel-henn e komz an AOTROU: Ned i ket d'un ti a gañv, ha ned i ket da hirvoudiñ ha da c'hlac'hariñ ganto, rak tennet em eus va feoc'h eus ar bobl-mañ eme an AOTROU, va madelezh ha va zrugarez.
En abeg da-se eo e ouelan hag e teuz en dour va lagad. Ar frealzer a c'hellfe dic’hlac’hariñ va ene a zo aet pell diouzhin. Va mibien a zo mantret rak an enebour a zo kreñvoc'h.
Rak a-raok an deizioù-se ne oa gopr ebet evit an den, na gopr ebet evit al loen; hag evit ar re a yae hag a zeue ne oa peoc'h ebet en abeg d'an enebour, dre ma kasen an holl dud an eil a-enep egile.