Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Klemmganoù 2:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 An AOTROU en deus graet hervez e vennozh, sevenet en deus ar gomz divizet abaoe pell. Distrujet en deus didruez. Laouenaet en deus an enebour diwar da benn, savet en deus nerzh da waskerien.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Klemmganoù 2:17
28 Iomraidhean Croise  

me a lamo Israel a-ziwar an douar am eus roet dezhañ, me a daolo pell diouzhin an ti-mañ am eus santelaet da'm anv, hag Israel a vo ur vojenn hag ur goapaerezh e-touez an holl bobloù.


Va barn hervez da reizhder, AOTROU va Doue, ha ra ne laouenaint ket diwar va fenn!


Ra vo mezhek ha toutek an holl re a laouena em gwalleur! Ra vo gwisket a vezh hag a spont ar re a sav lorc'hus a-enep din!


Rak ac'hanout-te, AOTROU, on en gortoz. Te a responto, Aotrou va Doue!


An holl re a dremen war an hent a ziwisk anezhañ, un dismegañs eo d'e amezeien.


Savet ec'h eus du dehou e enebourien, laouenaet ec'h eus e holl eneberien.


Na laouena ket, douar ar Filistined, dre ma'z eo bruzunet ar wialenn a skoe ganit, rak eus gouenn an naer e c'hano ur wiber, hag ar frouezh anezhi a vo un aerouant o nijal.


Bremañ eta komz ouzh tud Juda hag ouzh tud Jeruzalem, ha lavar dezho: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu e kempennan droug a-enep deoc'h, hag ec'h ijinan ur mennad a-enep deoc'h. Distroit pep hini ac'hanoc'h eus e hent fall, troit e mad ho hentoù hag hoc'h oberoù.


En abeg da-se e vo e kañv an douar, hag e vo du an neñvoù d'an nec'h, rak em eus lavaret, em eus graet va mennozh, ne'm eus ket keuz, ha ne zislavarin ket.


hag an AOTROU en deus lakaet da zont ha sevenet evel m'en doa lavaret, dre ma hoc'h eus pec'het a-enep an AOTROU ha n'hoc'h eus ket selaouet e vouezh; dre-se eo c'hoarvezet kement-mañ ganeoc'h.


Hec'h enebourien a zo lakaet da bennoù, ar re a gasa anezhi a ra berzh. Rak an AOTROU en deus hec'h enkrezet en abeg d'he fec'hedoù niverus. He bugaligoù a zo aet dalc'het dirak an enebour.


An AOTROU en doa graet e vennozh, distrujañ moger merc'h Sion. Astennet en deus ar gordenn warni ha n'en deus ket lamet e zorn a-raok bezañ he gwastet. Lakaet en deus e kañv an harz hag ar voger, a-gevret e klemmont.


Gwisket a gounnar, ec'h eus redet war hol lerc'h, lazhet ec'h eus didruez.


An AOTROU en deus sevenet e fulor, stlabezet e gounnar entanet, hag enaouet e Sion un tan en deus lonket he diazezoù.


Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU; saotret ac'h eus va santual gant da holl draoù kasonius ha da holl euzhusterioù, neuze me ivez en em denno, va lagad n'esperno ket ac'hanout, hag e vin didruez.


Ha me ivez a raio gant fulor, va lagad n'esperno ket, hag e vin didruez. Pa griint a vouezh uhel da'm divskouarn, ne selaouin ket outo.


Ha me ivez, va lagad n'esperno ket, hag e vin didruez, hag e lakain o hentoù war o fenn.


Sevenet en deus ar c'homzoù en doa lavaret a-enep deomp hag a-enep hor barnerien o deus hor barnet, lakaet en deus da zont warnomp ur boan vras, rak dindan an neñvoù ne oa ket c'hoarvezet evel m'eo c'hoarvezet e Jeruzalem.


Dre-se, evel-henn e komz an AOTROU: Setu ec'h ijinan a-enep ar ouenn-se ur gwalleur, na c'hellot ket tennañ kuit ho kouzoug dioutañ, ha c'hwi ne gerzhot ken uhel ho pennoù, rak an amzer-mañ a vo fall.


Me a lakaio da vont da goll an holl draoù war-c'horre an douar, eme an AOTROU.


Koulskoude va c'homzoù ha va reolennoù am boa roet da'm servijerien ar brofeded, daoust ha n'o deus ket tizhet ho tadoù? Distroet int ha lavaret o deus: Kement en doa divizet AOTROU an armeoù ober deomp, hervez hon hentoù hag hon oberoù, en deus graet warnomp.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan