Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Klemmganoù 2:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Da brofeded o deus bet evidout gweledigezhioù gaouiat hag aner. N'o deus ket dizoloet dit da zrougiezh evit distreiñ da harlu. Met diouganet o deus traoù faos ha touellus.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Klemmganoù 2:14
31 Iomraidhean Croise  

Youc'h a-leizh-korzenn, na zalc'h ket, sav da vouezh evel ur shofar, disklêr da'm fobl o disentidigezh, ha da di Jakob o fec'hedoù.


An aberzhourien n'o deus ket lavaret: Pelec'h emañ an AOTROU? Diwallerien al lezenn n'o deus ket anavezet ac'hanon, ar vêsaerien a zo en em savet em enep, ar brofeded o deus profedet dre Vaal hag a zo aet war-lerc'h ar pezh a zo didalvez.


Ha te Pashur, hag an holl re a zo o chom ez ti, a yelo d'an harlu. Mont a ri da Vabilon, hag eno e varvi, hag eno e vi sebeliet, te ha da holl vignoned, ma ec'h eus profedet dezho ar gaou.


Ma vijent bet em c'huzul, o dije roet da anavezout va c'homzoù da'm fobl, hag o dije distroet anezho eus o hent fall hag eus drougiezh o oberoù.


Met ne reot ken meneg eus: Diougan an AOTROU, rak komz pep hini a vo e ziougan; direizhet hoc'h eus komzoù an Doue bev, AOTROU an armeoù, hon Doue.


Neuze e lavaras ar profed Jeremiaz d'ar profed Hanania: Selaou Hanania! An AOTROU n'en deus ket da gaset, met lakaet ec'h eus ar bobl-mañ da fiziout er gaou.


evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel, diwar-benn Akab mab Kolaja ha diwar-benn Sedesia mab Maaseja, rak e profedont deoc'h e gaou em anv: Setu ez an d'o lakaat e dorn Nebukadnezar roue Babilon, hag o lakaio d'ar marv dirak ho taoulagad.


Pelec'h emañ ho profeded a brofede deoc'h o lavarout: Roue Babilon ne zeuio ket a-enep deoc'h, nag a-enep ar vro-mañ?


Ar brofeded a brofed gevier, an aberzhourien a ren drezo, ha va fobl he deus kavet plijadur e kement-se. Petra a reot pa zeuio an diwezh?


En abeg da bec'hedoù he frofeded ha da zireizhder hec'h aberzhourien, o deus skuilhet en he c'hreiz gwad ar re reizh.


Dre ma hoc'h eus glac'haret gant ho kevier kalon an den reizh na'm eus ket tristaet, ha dre ma hoc'h eus kennerzhet daouarn an den drouk evit na zistroio ket eus e hent fall da gavout ar vuhez,


Bez' ez eus un irienn en he c'hreiz, a-berzh he frofeded a zo heñvel ouzh leoned o yudal hag o tiframmañ o freizh. Debret o deus eneoù, tapet o deus teñzorioù ha traoù prizius, liesaet o deus intañvezed en he c'hreiz.


He frofeded o deus o induet gant pri-raz; gweledigezhioù touellus ha diouganoù gaouiat o deus bet en ur lavarout: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU, met an AOTROU n'en doa ket komzet.


An AOTROU a lavaras din: Mab an den, ha ne varni ket Ohola hag Oholiba? Disklêr dezho o euzhusterioù,


Deuet eo deizioù ar c'hastiz, deuet eo deizioù an daskor, Israel a anavezo kement-se. Ar profed a zo sod, an den a spered a zo diskiant, en abeg da vraster da zireizhder hag en abeg da'z kasoni vras.


Mar red un den war-lerc'h an avel, ha mar lavar gevier o lavarout: War ar gwin ha war an evajoù kreñv e roin dit ur brofediezh, hennezh a vo ur profed evit ar bobl-mañ.


Met me a zo leun a nerzh, a Spered an AOTROU, a varnedigezh hag a galon, evit disklêriañ da Jakob e dorfed ha da Israel e bec'hed.


He frofeded a zo rok ha tud fall, hec'h aberzhourien o deus saotret an traoù santel, gwallerien int e-keñver al lezenn.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan