Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Klemmganoù 1:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Galvet em eus va mignoned, met va zouellet o deus. Va aberzhourien ha va henaourien a zo marvet e kêr. Klask a raent boued evit adkavout o buhez.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Klemmganoù 1:19
15 Iomraidhean Croise  

Pelec'h emañ an doueoù ac'h eus graet? Ra savint, mar gellont da saveteiñ en amzer da walleur. Rak da zoueoù, o Juda, a zo ken niverus ha da gêrioù!


Da holl amourouzien o deus da ankounac'haet, n'int ket e chal ganit, rak skoet em eus warnout evel ma skoer war un enebour, evel ma kastizer un den garv, en abeg da liester da fallagriezhoù ha da vraster da bec'hedoù.


Ha te, an hini zistrujet, petra a ri? Petra bennak ma wiskez ruz-moug, ma en em ginklez gant bragerizoù aour, ma vordez da zaoulagad gant livadur, en aner eo en em gaeraez, da amourouzien a zispriz ac'hanout, da vuhez eo a glaskont.


Penaos ez eo azezet hec'h-unan ar gêr ken poblet! An hini a oa bras e-touez ar broadoù a zo evel un intañvez. An hini a oa un itron e-touez ar proviñsoù a zo deuet un druajadez.


Hec'h holl bobl a huanad, klask a reont bara. Roet o deus o holl draoù plijus evit boued, evit adkavout o buhez. Gwel, AOTROU, ha sell penaos ez on disprizet!


A-hed an noz e ouel hag an daeroù a c'holo he divjod. Nikun n'he frealz a-douez an holl re he c'hare. Hec'h holl vignoned o deus he zouellet, deuet int da vezañ hec'h enebourien.


Sell, AOTROU, gwel da biv ec'h eus graet evel-se! Hag e tebro ar gwragez o frouezh, ar vugaligoù a vailhurent? Hag e vo lazhet an aberzhour hag ar profed e santual an AOTROU?


Semplaet o deus hon daoulagad en gortoz aner eus ur skoazell. Eus hon tourioù hon eus sellet etrezek ur bobl na c'helle ket hor saveteiñ.


Pennoù a zo bet kroget dre o daouarn, dremm an henaourien n'eo ket bet doujet.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan