Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Jozue 9:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Int a lavaras da Jozue: Da servijerien omp! Jozue a lavaras dezho: Piv oc'h hag a-belec'h e teuit?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Jozue 9:8
9 Iomraidhean Croise  

Penn an ti, penn ar gêr, an henaourien, ha gouarnerien ar vibien a gasas da lavarout da Jehu: Ni a zo da servijerien, hag e raimp kement a lavari deomp. Ne lakaimp den da roue. Gra ar pezh a gavi mat.


Ma ra dit ur respont a beoc'h ha ma tigor dit, an holl bobl a vo kavet enni a vo truajidi dit, hag e servijint ac'hanout.


Tud Gabaon a gasas da gavout Jozue da gamp Gilgal, da lavarout: Na zilez ket da zorn diouzh da servijerien, pign buan d'hor c'havout, dieub ac'hanomp ha ro sikour deomp, rak holl rouaned an Amoreaned a zo o chom war ar menez, a zo en em zastumet a-enep deomp.


Hon henaourien hag holl dud hor bro o deus lavaret deomp: Kemerit ganeoc'h bevañs evit an hent, kit d'o c'havout ha lavarit dezho: Ho servijerien omp! Bremañ, grit un emglev ganeomp.


Bremañ eta ez oc'h milliget, hag e viot sklaved dibaouez, troc'herien goad ha tennerien dour evit ti va Doue.


Bremañ emaomp etre da zaouarn, gra evel ma seblanto dit mat ha reizh ober deomp.


Jozue a lakaas anezho en deiz-se troc'herien goad ha tennerien dour evit ar vodadenn hag evit aoter an AOTROU , el lec'h ma zibabfe, betek hiziv.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan