Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Jozue 5:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Ya, an holl bobl a zeuas kuit a oa bet amdroc'het, met n'eo ket bet amdroc'het an holl bobl a zo bet ganet er gouelec'h, en hent, goude bezañ deuet er-maez eus an Ejipt.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Jozue 5:5
9 Iomraidhean Croise  

Mar gouefec’h ar pezh a dalv: Trugarez a fell din ha nann aberzhoù, n’ho pefe ket kondaonet tud didamall.


Mar mir eta an hini n’eo ket amdroc’het gourc’hemennoù al lezenn, e ziamdroc’h ha ne vo ket kontet evel amdroc’h?


An amdroc’h n’eo netra hag an diamdroc’h n’eo netra, met miridigezh gourc’hemennoù Doue eo an holl draoù.


Rak e Jezuz-Krist an amdroc’h ne servij da netra, nag an diamdroc’h, met ar feiz o labourat dre ar garantez.


Rak e Jezuz-Krist an amdroc’h hag an diamdroc’h n’int netra, met ret eo bezañ ur grouadenn nevez.


Setu perak ec'h amdroc'has Jozue anezho: an holl bobl deuet er-maez eus an Ejipt, ar bared, an holl dud a vrezel, a oa marvet er gouelec'h, en hent, goude bezañ deuet er-maez eus an Ejipt.


Mibien Israel o doa kerzhet er gouelec'h e-pad daou-ugent vloaz, ken na voe aet da get an holl bobl tud a vrezel a oa deuet er-maez eus an Ejipt ha n'o doa ket selaouet ouzh mouezh an AOTROU . An AOTROU en doa touet dezho n'o lezje ket da welout ar vro a douas an AOTROU reiñ deomp, ur vro a zever gant laezh ha mel.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan