An dra n'eo ket evel-se. Met un den eus menez Efraim anvet Sheba mab Bikri, en deus savet e zorn a-enep ar roue David. Roit-eñ din hepken, hag e pellain diouzh kêr. Ar vaouez a lavaras da Joab, setu e benn a vo taolet dit dreist ar voger.
Hag e respontas: Mont a ra mat pep tra! Va mestr am c'has da lavarout dit: Setu, deuet eo en eur-mañ, eus menez Efraim, daou zen yaouank a-douez mibien ar brofeded. Ro dezho, mar plij, un talant arc'hant ha daou zilhad nevez.
Setu amañ hêrezh mibien Israel e bro Ganaan, ar pezh a lodennas dezho evel hêrezh Eleazar an aberzhour, Jozue mab Nun, ha pennoù-tadel meuriadoù mibien Israel.
ha Fineaz mab Eleazar mab Aaron en em zalc'he dirak an AOTROU en deizioù-se. Hag e lavarjont: Hag ez in c'hoazh d'an emgann a-enep mibien Benjamin va breudeur, pe e tlean en em virout? Hag an AOTROU a lavaras: Pignit, rak warc'hoazh me o lakaio etre ho taouarn.
Tremen a reas eta dre venez Efraim, hag e tremenas dre vro Shalisha, ha n'o c'havjont ket. Goude e tremenjont dre vro Shaalim, ha ne oant ket eno. Hag e tremenjont dre vro Benjamin, ha n'o c'havjont ket.