Ha n'eo ket te, hon Doue, an hini en deus diberc'hennet tud ar vro-mañ dirak da bobl Israel, hag en deus he roet da viken da lignez Abraham, a gare ac'hanout?
Rak va ael a gerzho dirazout hag a lakaio ac'hanout e bro an Amoreaned, an Hitited, ar Ferezianed, ar Gananeiz, an Hevianed hag ar Jebuziz, hag e kasin anezho da get.
Hon tadoù, o vezañ e gemeret, a zegasas anezhañ ganto dindan renerezh Jozue, er vro a oa perc’hennet gant ar broadoù a voe argaset a-ziaraok hon tadoù gant Doue, betek deizioù David.