Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Jozue 23:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 En em stagañ a reot ouzh an AOTROU ho Toue, evel ma hoc'h eus graet betek hiziv.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Jozue 23:8
11 Iomraidhean Croise  

Staget e oa ouzh an AOTROU, ne zistroas ket dioutañ. Mirout a reas ar gourc'hemennoù en doa roet an AOTROU da Voizez.


Pa voe deuet eno ha pa welas gras Doue, en em laouenaas a gement-se hag ec’h alias anezho holl da chom stag ouzh an Aotrou gant ur galon start.


Doujañ a ri an AOTROU da Zoue, hag e serviji anezhañ, hag en em stagi outañ, hag e toui dre e anv.


Mar mirit an holl c'hourc'hemennoù am eus kemennet deoc'h, ma rit diouto evit karout an AOTROU ho Toue, evit kerzhout en e holl hentoù hag evit en em stagañ outañ,


Mont a reot war-lerc'h an AOTROU ho Toue hag e toujot anezhañ. Mirout a reot e c'hourc'hemennoù hag e sentot ouzh e vouezh, servijañ a reot anezhañ hag en em stagot outañ.


Met lakaet e vo d'ar marv ar profed-se pe an huñvreer-se, rak komzet en deus eus treiñ kein d'an AOTROU ho Toue en deus tennet ac'hanoc'h eus bro Ejipt hag en deus dasprenet ac'hanoc'h eus an ti sklavelezh, evit distreiñ ac'hanout eus an hent en deus gourc'hemennet an AOTROU da Zoue kerzhout warnañ. Evel-se e vo lamet an droug diouzh da greiz.


Met c'hwi, ar re a zo en em staget ouzh an AOTROU ho Toue, c'hwi holl a zo bev hiziv.


Evel ar pobloù en deus lakaet an AOTROU da vont da get dirazoc'h, e viot kollet, rak n'ho po ket sentet ouzh mouezh an AOTROU ho Toue.


Eveshait da virout ar gourc'hemennoù hag al lezenn en deus roet deoc'h Moizez servijer an AOTROU ha grit diouto, karit an AOTROU ho Toue, kerzhit en e holl hentoù, mirit e c'hourc'hemennoù, en em stagit outañ, servijit anezhañ eus hoc'h holl galon hag eus hoc'h holl ene.


n'en em veskot ket d'ar vroadoù-se a zo chomet en ho touez, ne reot ket meneg eus anvioù o doueoù, ne lakaiot den da douiñ drezo, ne servijot ket anezho, ne stouot ket dirazo.


An AOTROU en deus kaset kuit dirazoc'h broadoù bras ha kreñv, ha den n'en deus dalc'het dirazoc'h betek hiziv.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan