Mir kefridi an AOTROU da Zoue, en ur gerzhout war e hentoù, en ur virout e reolennoù, e c'hourc'hemennoù, e varnedigezhioù hag e destenioù, hervez ar pezh a zo skrivet e lezenn Moizez, evit ma ri berzh e kement a ri hag e pep lec'h ma'z i,
Stegnañ a reont o zeod evel ur wareg evit ar gaou. N'eo ket evit ar wirionez ez int galloudus er vro, rak mont a reont eus drougiezh da zrougiezh, ha n'anavezont ket ac'hanon, eme an AOTROU.
E galon ne savo ket dreist e vreudeur, ha ne zistroio ket eus ar gourc'hemennoù nag a-zehou nag a-gleiz, evit ma vo hiraet e zeizioù en e rouantelezh, dezhañ ha d'e vibien, e-touez Israel.
Met evit ar re zidalvez, ar re ziskredik, ar re euzhus, ar vuntrerien, ar c’hastaouerien, ar strobinellerien, an idolourien hag an holl c’haouiaded, o lod a zo er stank o teviñ gant tan ha soufr, ar pezh a zo an eilvet marv.