Laka evezh d'ar pezh a c'hourc'hemennan dit hiziv. Setu, ez an da gas kuit dirazout an Amoreaned, ar Gananeiz, an Hitited, ar Ferezianed, an Hevianed hag ar Jebuziz.
hag holl annezidi ar menez, adalek al Liban betek Misrefod-Maim, hag an holl Sidoniz. Me o c'haso kuit dirak mibien Israel. Laka hepken kement-se evel hêrezh da Israel, evel ma em eus gourc'hemennet dit,