Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Jozue 23:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Ma en em zistroit ha ma en em stagit ouzh an nemorant eus ar vroadoù-se a zo chomet en ho touez, ma en em unanit dre zimezioù dezho, ma en em veskit ganto hag int ganeoc'h,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Jozue 23:12
28 Iomraidhean Croise  

Setu perak an den a guitaio e dad hag e vamm hag en em stago ouzh e wreg, hag e vint ur c'hig hepken.


E ene en em stagas ouzh Dina merc'h Jakob, hag e karas anezhi hag e komzas ouzh kalon ar plac'h yaouank.


a-douez ar broadoù en doa lavaret an AOTROU da vibien Israel diwar o fenn: Ned eot ket d'o zi, ne zeuint ket d'ho ti, rak a-dra-sur, e tistrofent ho kalonoù war-lerc'h o doueoù. Met Salomon en em stagas outo dre garantez.


En amzer kozhni Salomon, e wragez a zistroas e galon war-lerc'h doueoù all, hag e galon ne voe ket eeun e-keñver an AOTROU e Zoue, evel ma oa bet kalon David e dad.


Met evit ar re a zibab hentoù troidellek, an AOTROU a raio dezho kerzhout gant ar vicherourien a zireizhder. Ra vo ar peoc'h war Israel!


Rak en em luban e-unan dirak e zaoulagad, evit kas da benn e bec'hed hag embregañ e gasoni.


A! Broad pec'herez, pobl bec'hiet a zireizhder, gouenn drouk, mibien aet brein! Dilezet o deus an AOTROU, disprizet o deus Sant Israel, en em zistroet int war-dreñv.


Ha mar distro an hini reizh diouzh e reizhder ha ma ra an droug, hervez an holl euzhusterioù en deus an den fall ar c'hiz d'ober, hag e vevo? Ne vo ket meneget e zireizhder en deus graet, hag en abeg d'e zrougoberoù ha d'e bec'hed en deus graet e varvo.


hag ar re a zistro diouzh an AOTROU, hag ar re ne glaskont ket an AOTROU ha ne soñjont ket ennañ.


Neuze ez a, e kemer gantañ seizh spered all gwashoc’h egetañ, ez eont hag e chomont ennañ, ha stad diwezhañ an den-se a zeu gwashoc’h eget an hini gentañ. Evel-se e c’hoarvezo gant ar rummad fall-mañ.


Adalek neuze kalz eus e ziskibien en em dennas ha n’ejont ken gantañ.


Ra vo ar garantez hep pilpouzerezh. Kasait an droug hag en em stagit start ouzh ar mad.


rak an AOTROU da Zoue a zo ez kreiz un Doue gwarizius. Fulor an AOTROU da Zoue en em danfe a-enep dit, hag e lamfe ac'hanout a-ziwar an douar.


n'en em unani ket dezho dre zimeziñ, ne roi ket da verc'h d'e vab ha ne gemeri ket e verc'h evit da vab,


rak distreiñ a rafent da vab diwar va lerc'h evit servijañ doueoù all, hag en em danfe a-enep deoc'h fulor an AOTROU, a zistrujfe ac'hanout buan.


Taolit evezh gant pled ouzh hoc'h eneoù, da garout an AOTROU ho Toue.


An hini a lavar emañ er sklêrijenn, hag a gasa e vreur, a zo c’hoazh bremañ en deñvalijenn.


E dad hag e vamm a lavaras dezhañ: Ha n'eus ket plac'hed e-touez merc'hed da vreudeur hag e-touez va holl bobl, ma'z afes da gemer ur wreg a-douez ar Filistined diamdroc'h? Samzun a lavaras d'e dad: Kemer anezhi evidon, rak plijout a ra da'm daoulagad.


Kemer a rejont o merc'hed da wragez, hag e rojont o merc'hed d'o mibien, hag e servijjont o doueoù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan