Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Jozue 23:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Unan ac'hanoc'h a redo war-lerc'h mil, rak an AOTROU ho Toue eo an hini a stourm evidoc'h, evel m'en deus lavaret deoc'h.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Jozue 23:10
27 Iomraidhean Croise  

Setu amañ anvioù tud kadarn a oa gant David: Josheb-Basshebed an Takmonad a oa penn ar vrezelourien wellañ. Eñ eo an hini a savas e c'hoaf war eizh kant den, a lakaas da vervel en ur wech.


Skoazellet e voent a-enep dezho, hag an Hagareniz hag an holl re a oa ganto a voe lakaet etre o daouarn, rak er brezel e krijont da Zoue; hag e selaouas anezho, dre m'o doa lakaet o fiziañs ennañ.


Un niver bras anezho a gouezhas marv, rak ar brezel a zeue eus Doue. Hag e chomjont en o lec'h betek an harlu.


Salm David. AOTROU, va difenn a-enep va enebourien, stourm ouzh ar re a stourm ouzhin.


Ar pobloù a fiñv, ar rouantelezhioù a vrañsell, lakaat a ra e vouezh da vezañ klevet, hag an douar a deuz.


An AOTROU a stourmo evidoc'h, ha c'hwi a chomo sioul.


Mil ac'hanoc'h a vo gourdrouzet gant un den, ha dirak gourdrouz pemp den e tec'hot, ken na chomo ac'hanoc'h nemet evel ur post war-lein ur menez, evel ur banniel war ur grec'hienn.


redek a reot war-lerc’h hoc’h enebourien hag e kouezhint dirazoc’h dre ar c’hleze,


pemp ac’hanoc’h a redo war-lerc’h kant ha kant ac’hanoc’h a redo war-lerc’h dek mil, hoc’h enebourien a gouezho dirazoc’h dre ar c’hleze;


En deiz-se, an AOTROU a ziwallo tud Jeruzalem, hag an hini dinerzhañ en o zouez a vo en deiz-se evel David, ha ti David a vo evel Doue, evel ael an AOTROU dirazo.


Petra a lavarimp eta diwar-benn an traoù-se? Mar d-eo Doue evidomp, piv a vo a-enep deomp?


Lavarout a raio: Selaou, Israel! Mont a reot hiziv d'ar brezel a-enep hoc'h enebourien. Na lezit ket ho kalon da vezañ trubuilhet, n'ho pet ket aon, na grenit ket, na vezit ket spontet dirazo,


rak an AOTROU ho Toue a gerzh ganeoc'h da vrezeliñ evidoc'h a-enep hoc'h enebourien, evit salviñ ac'hanoc'h.


An AOTROU a lakaio da enebourien a savo ez enep da vezañ pilet dirazout; mont a raint a-enep dit dre un hent, hag e tec'hint a-zirazout dre seizh hent.


N'ho pet ket aon razo, an AOTROU ho Toue a stourmo evidoc'h.


Lavaret en deus: Kuzhat a rin va dremm outo, hag e welin penaos e vo o diwezh, rak ur rummad fall ez int, mibien diskredik.


Penaos en defe gallet unan redek war-lerc'h mil, ha daou redek war-lerc'h dek mil, nemet en defe o roc'h o gwerzhet, hag an AOTROU o deroet?


Jozue a gemeras en ur wech an holl rouaned-se hag o broioù, rak an AOTROU Doue Israel a vrezele evit Israel.


Taolit evezh gant pled ouzh hoc'h eneoù, da garout an AOTROU ho Toue.


Gwelet hoc'h eus kement en deus graet an AOTROU ho Toue d'an holl vroadoù-mañ dirazoc'h, rak an AOTROU ho Toue eo an hini en deus stourmet evidoc'h.


O vezañ kavet karvan un azen, fresk bev, ec'h astennas e zorn, he c'hemeras, hag e lazhas ganti mil den.


War e lerc'h e voe Shamgar mab Anath. Kannañ a reas c'hwec'h kant Filistin gant ur broud ejen, hag eñ ivez a zieubas Israel.


Jonatan a lavaras d'an den yaouank a zouge e armoù: Deus, tremenomp betek gwarded an diamdroc'hidi-se, marteze e labouro an AOTROU evidomp, rak netra ne harzo an AOTROU da zieubiñ gant kalz pe gant nebeut a dud.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan