Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Jozue 22:34 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

34 Mibien Ruben ha mibien Gad a c'halvas an aoter Ed, rak test eo, emañ an AOTROU Doue etrezomp.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Jozue 22:34
8 Iomraidhean Croise  

Laban en galvas Jegar-Sahaduta ha Jakob en galvas Galeed.


Laban a lavaras: Ar bern-se a zo un testeni etrezon-me ha te hiziv. Setu perak e voe anvet Galeed,


An holl bobl a welas kement-se, hag a gouezhas war o dremm hag a lavaras: An AOTROU a zo Doue! An AOTROU a zo Doue!


En deiz-se e vo un aoter savet d'an AOTROU e-kreiz bro Ejipt, ha war hec'h harzoù ur maen-eñvor savet d'an AOTROU.


C'hwi a zo va zestoù, eme an AOTROU, gant va servijer am eus dibabet, evit anavezout, krediñ ha kompren, ez on me an hini hag a zo. N'eus ket bet a zoue graet a-raok din, ha ne vo ket war va lerc'h.


Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: A-dreñv, Satan! Rak skrivet eo: An Aotrou da Zoue a azeuli, hag eñ hepken a serviji.


met evit ma vo un test etre hor rummadoù war hol lerc'h, evit ma c'hellimp servijañ an AOTROU dirazañ, gant hol loskaberzhoù, hon aberzhoù, hon aberzhoù a drugarekadennoù, evit na lavaro ket en amzer da zont ho mibien d'hor mibien: N'hoc'h eus lod ebet en AOTROU .


Jozue a lavaras d'ar bobl: Setu, ar maen-mañ a vo un testeni a-enep deomp, rak klevet en deus an holl c'herioù en deus lavaret an AOTROU deomp, hag e vo un testeni a-enep deoc'h, evit na zinac'hot ket ho Toue.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan