Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Jozue 22:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

33 Mibien Israel a voe sederaet gant kement-se, mibien Israel a vennigas Doue, ha ne gomzjont ken da bignat d'ober brezel dezho evit distrujañ ar vro m'edo o chom enni mibien Ruben ha mibien Gad.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Jozue 22:33
13 Iomraidhean Croise  

Ha David a lavaras d'an holl vodadeg: Bennigit an AOTROU ho Toue! Hag an holl vodadeg a vennigas an AOTROU , Doue o zadoù. Hag e plegjont hag e stoujont dirak an AOTROU ha dirak ar roue.


Ur c'heloù mat degaset eus ur vro bell, a zo evel dour fresk da un den sec'hedet ha skuizh.


Hag an dra guzhet a voe diskuliet da Zaniel en ur weledigezh e-pad an noz. Daniel a vennigas Doue an neñvoù.


e kemeras anezhañ etre e zivrec’h hag e veulas Doue, o lavarout:


An holl vodadenn a davas hag e selaouent Barnabaz ha Paol o kontañ pebezh mirakloù ha pebezh burzhudoù en doa Doue graet drezo e-touez ar baganed.


O vezañ e lennet, en em laouenajont eus an ali mat-se.


ha n’eo ket hepken dre e zonedigezh, met ivez dre ar frealz en deus bet diganeoc’h, en ur reiñ da anavezout deomp ho c’hoant bras, ho taeroù, ho kred evidon, en hevelep doare ma’z eo bet kresket va levenez.


Ra vo benniget Doue ha Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, eñ hag en deus hor benniget a bep seurt bennozhioù speredel el lec’hioù neñvel e Krist.


Pa glevas Fineas an aberzhour, priñsed ar vodadenn ha pennoù milieroù Israel a oa gantañ ar c'homzoù a lavaras mibien Ruben, mibien Gad ha mibien Manase, e voent sederaet.


Fineas mab Eleazar an aberzhour hag ar briñsed a zistroas digant mibien Ruben ha digant mibien Gad eus bro C'halaad da vro Ganaan, da gavout mibien Israel ha da rentañ dezho kont.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan