Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Jozue 22:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Mard eo dic'hlan ar vro a berc'hennit, tremenit er vro a zo d'an AOTROU , e-lec'h ma chom tabernakl an AOTROU , hag e vo ho talc'h en hon touez. Met n'enebit ket ouzh an AOTROU ha na bellait ket diouzhimp, en ur sevel un aoter deoc'h, ouzhpenn aoter an AOTROU hon Doue.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Jozue 22:19
12 Iomraidhean Croise  

An aberzhourien hag al Levited, en holl Israel, a zeuas d'e gavout eus o holl gornioù-bro.


Te a gaso hag a blanto anezho war venez da hêrezh, el lec'h ma ec'h eus kempennet da chomadur, o AOTROU , er santual, Aotrou, o deus diazezet da zaouarn.


Met penn rouantelezh Persia en deus stourmet ouzhin e-pad un deiz warn-ugent. Ha setu, Mikael, unan eus ar pennoù-bras, a zo deuet da'm sikour, hag ez on chomet eno e-kichen rouaned Persia.


Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Da wreg a c’hastaouo e kêr, da vibien ha da verc'hed a gouezho dre ar c'hleze, da bark a vo lodennet gant ar gordenn, te a varvo war un douar dic'hlan, Israel a vo kaset en harlu er-maez eus e vro.


Holl vodadenn mibien Israel en em zastumas e Silo, hag e lakajont eno teltenn an engalv. Ar vro a oa bet mestroniet ganto.


Mibien Israel a glevas lavarout: Mibien Ruben, mibien Gad hag hanter-veuriad Manase o deus savet un aoter a-dal da vro Ganaan, e rann-vro ar Jordan, en tu all da vibien Israel.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan