Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Jozue 22:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Evel-henn he deus lavaret holl vodadenn an AOTROU: Petra eo an torfed-se hoc'h eus graet a-enep Doue Israel? Perak hoc'h eus en em zistroet hiziv diouzh an AOTROU en ur sevel un aoter evit enebiñ hiziv ouzh an AOTROU?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Jozue 22:16
8 Iomraidhean Croise  

Rak mezh am bije bet o c'houlenn soudarded ha marc'hegerien evit hon difenn diouzh hon enebourien e-pad an hent, rak lavaret hor boa d'ar roue: Dorn hon Doue a zo war an holl re a glask anezhañ, met e nerzh hag e gounnar a zo a-enep an holl re a zilez anezhañ.


Lavarout a ri eta dezho: Piv bennak eus ti Israel pe eus an diavaezidi o chom en o zouez, a ginnigo ul loskaberzh pe un aberzh,


Rak ma en em zistroit diwar e lerc'h, e kendalc'ho da lezel ar bobl-mañ er gouelec'h, hag ho po kaset an holl da get.


Neuze e vo ul lec'h dibabet gant an AOTROU ho Toue evit lakaat e anv da chom ennañ. Eno e tegasot kement a c'hourc'hemennan deoc'h, ho loskaberzhoù, hoc'h aberzhoù, ho teogoù, ar profoù savet eus ho taouarn, pep prof ho po dibabet evit seveniñ ur gouestl ho po graet d'an AOTROU.


Mibien Israel a glevas lavarout: Mibien Ruben, mibien Gad hag hanter-veuriad Manase o deus savet un aoter a-dal da vro Ganaan, e rann-vro ar Jordan, en tu all da vibien Israel.


Dont a rejont da gavout mibien Ruben, mibien Gad hag hanter-veuriad Manase, da vro C'halaad, hag e komzjont outo o lavarout:


Keuz am eus da vezañ lakaet Saül da roue, rak va dilezet en deus, ha n'en deus ket miret va c'homzoù. Samuel a voe glac'haret bras a gement-se, hag e krias d'an AOTROU e-pad an noz.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan