En amzer Pekak roue Israel, Tiglad-Pilezer roue Asiria a zeuas hag a dapas Ijon, Abel-Bed-Maaka, Janoak, Kedesh, Hazor, Galaad, ar Galilea, hag holl vro Neftali, hag e harluas ar bobl da Asiria.
diwar veuriad Neftali, ar gêr-repuiñ evit ar vuntrerien Kedesh e Galilea gant he douaroù, Hammod-Dor gant he douaroù, Kartan gant he douaroù, teir c'hêr.
Hag e kasas gervel Barak mab Abinoam eus Kedesh e Neftali, hag e lavaras dezhañ: An AOTROU Doue Israel, ha n'en deus ket roet ar gourc'hemenn-mañ: Kae war-zu Menez Tabor ha dastum, kemer ganit dek mil den eus mibien Neftali hag eus mibien Zabulon,