hag e troe an harz war-zu ar c'huzh-heol da Aznod-Tabor, hag ez ae ac'hane da Hukkok, hag e stoke ouzh Zabulon er c'hreisteiz, ouzh Aser er c'huzh-heol, hag ouzh ar Jordan a oa er sav-heol betek Juda.
Heber ar C'henian, unan eus mibien Hobab tad-kaer Moizez, o vezañ dispartiet digant ar Genianed, en devoa savet e deltennoù betek dervenn Zaanaim, e-kichen Kedesh.