Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Jozue 13:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 Mibien Israel a lazhas gant barvenn ar c'hleze Balaam mab Beor, an divinour, e-touez ar re a voe lakaet d'ar marv ganto.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Jozue 13:22
10 Iomraidhean Croise  

N'eus strobinell ebet a-enep Jakob, na achantouriezh ebet a-enep Israel. Prest e vo lavaret diwar-benn Jakob ha diwar-benn Israel: Petra en deus graet Doue!


Balaam a welas penaos e kave mat an AOTROU bennigañ Israel, n'eas ket da glask strobinelloù evel ar gwechoù all, met war-zu ar gouelec'h e troas e zremm.


Ha bremañ ez an etrezek va fobl. Deus, ma kemennin dit ar pezh a raio ar bobl-se da'z pobl en amzerioù da zont.


Ouzhpenn-se, e lazhjont rouaned Madian gant ar re all: Evi, Rekem, Zur, Hur, Reba, pemp roue Madian. Hag e lazhjont ivez gant ar c'hleze Balaam mab Beor.


Harz mibien Ruben a voe ar Jordan hag e harz. Hennezh e voe hêrezh mibien Ruben hervez o ziegezhioù, ar c'hêrioù-se hag o c'hêriadennoù.


O vezañ kuitaet an hent eeun, en em gollet int o heuliañ hent Balaam mab Beor, a garas gopr an direizhder,


Gwalleur dezho! Rak heuliet o deus hent Kain, en em daolet int e diheñchadur Balaam, karantez ar gounid, kollet int en enebiezh Kore.


Al loen a voe paket ha gantañ ar fals-profed, eñ hag en doa graet burzhudoù dirazañ hag en doa touellet drezo ar re o doa degemeret merk al loen hag azeulet e skeudenn. O daou e voent taolet bev er stank a dan o teviñ e-barzh ar soufr.


Met traoù bennak am eus a-enep dit: bez’ ec’h eus aze tud hag a zalc’h kelennadurezh Balaam, a zeske da Valag lakaat ur maen-kouezh dirak mibien Israel evit ma tebrjent traoù aberzhet d’an idoloù ha ma kouezhjent er c’hadaliezh.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan