Eno e laouenaiot dirak an AOTROU ho Toue, c'hwi, ho mibien, ho merc'hed, ho servijerien, ho mitizhien, hag al Leviad a vo e-barzh ho torojoù, rak n'en deus na lodenn na hêrezh ganeoc'h.
Hogen mibien Israel ne gasas ket kuit ar C'heshurianed hag ar Vaakatianed, met ar C'heshurianed hag ar Vaakatianed a zo chomet e-kreiz Israel betek hiziv.
Ne vo ket a lodenn evit al Levited en ho touez, rak ar servij evel aberzhourien d'an AOTROU eo o hêrezh. Gad, Ruben hag hanter-veuriad Manase o deus resevet o hêrezh en tu all d'ar Jordan, er sav-heol, ar pezh en deus roet dezho Moizez servijer an AOTROU .