Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Jozue 13:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Hogen mibien Israel ne gasas ket kuit ar C'heshurianed hag ar Vaakatianed, met ar C'heshurianed hag ar Vaakatianed a zo chomet e-kreiz Israel betek hiziv.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Jozue 13:13
13 Iomraidhean Croise  

E-pad ma voe Israel o chom er vro-se, e c'hoarvezas ma yeas Ruben da gousket gant Bilha adwreg e dad. Israel a glevas-se. Jakob en doa daouzek mab.


Mibien Ammon a welas e oant bet kasaus e-keñver David. Hanun ha mibien Ammon a gasas da-gichen ar Siriz eus Bet-Reob hag ar Siriz eus Zoba evit goprañ ugent mil den war droad, mil den e-kichen roue Maaka, ha daouzek mil den e-kichen tud Tob.


an eil a voe Kileab, eus Abigail gwreg Nabal eus Karmel; an trede a voe Absalom mab Maaka, merc'h Talmai roue Geshur;


Met ma ne gasot ket kuit dirazoc'h annezidi ar vro, ar re anezho ho po lezet a-zilerc'h a vo spern d'ho taoulagad ha drez d'ho kostezioù, hag e waskint ac'hanoc'h er vro emaoc'h o vont da chom enni.


Jair mab Manase a gemeras holl rannvro Argob betek harz ar C'heshurianed hag ar Vaakatianed hag a roas e anv da vourc'hioù Basan, galvet Bourc'hioù Jair betek hiziv.


Ren a rae war Venez Hermon, war Salka ha war Vasan en e bezh betek harzoù ar C'heshurianed hag ar Vaakatianed, hag an hanter eus Galaad ouzh harz Sihon roue Hesbon.


ha Galaad, ha douaroù ar C'heshurianed hag ar Vaakatianed, hag holl Venez Hermon, ha Basan en e bezh betek Salka,


hag holl rouantelezh Og e Basan a rene en Ashtarod hag en Edrei, un nemorant eus ar Refaim. Moizez a bilas anezho hag o c'hasas kuit.


Ha ne voe ket roet a hêrezh da veuriad Levi; ar profoù graet dre an tan d'an AOTROU Doue Israel a voe e hêrezh, evel m'en doa lavaret dezhañ.


David hag e dud a bigne d'ober argadoù a-enep tud Geshur, tud Gezer hag an Amalekiz, rak ar broadoù-se a oa o chom a bep amzer er vro a oa ouzh tu Shur ha betek bro an Ejipt.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan