Neuze ec'h azezjont da zebriñ bara. O sevel o daoulagad, e weljont ur strollad Ismaeliz o tont eus Galaad, o c'hañvaled bec'hiet gant louzoù-frondus, balzam ha mir, a yae d'o c'has d'an Ejipt.
Moizez a lavaras: Mar tremen mibien Gad ha mibien Ruben ganeoc'h ar Jordan, harnezet holl evit ar brezel dirak an AOTROU, ha ma vo ar vro sujet dirazoc'h, e roiot dezho bro C'halaad da zalc'h.
ar Gananeiz eus ar sav-heol hag eus ar c'huzh-heol, an Amoreaned, an Hitited, ar Ferezianed, ar Jebuziz er menez, an Hevianed e traoñ an Hermon e bro Vizpa.
Hebreed 'zo hag a dremenas ar Jordan evit mont da vro Gad ha Galaad. Koulskoude Saül a oa c'hoazh e Gilgal, hag an holl bobl a yae war e lerc'h a oa o krenañ.