hag a lavaras: Digor ar prenestr etrezek ar sav-heol. Hag e tigoras anezhañ. Hag Elizea a lavaras dezhañ: Tenn. Hag e tennas. Hag Elizea a lavaras: Ur bir a zieubidigezh a-berzh an AOTROU eo, ur bir a zieubidigezh a-enep ar Siriz. Skeiñ a ri war ar Siriz en Afek, betek o distrujañ.