Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Jozue 10:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

25 Jozue a lavaras: Na spontit ket ha n'ho pet ket aon, en em galonekait ha bezit kreñv, rak evel-se eo e raio an AOTROU d'hoc'h holl enebourien ho po da vrezeliñ outo.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Jozue 10:25
13 Iomraidhean Croise  

Va ene a zo en em staget ouzhit evit da heuliañ, ha da du dehou am dalc'h.


Lavaret em eus: Setu aze ar pezh a ra va foan: tu dehou an Uhel-Meurbet a zo kemmet.


Met en holl draoù-se ez omp ouzhpenn trec’herien dre an hini en deus hor c’haret.


Eñ eo en deus hon dieubet hag hon dieub eus ur seurt marv, hag hon eus an esper-mañ e tieubo ac’hanomp c’hoazh.


A-hend-all, va breudeur, en em greñvait en Aotrou ha dre e nerzh holl c’halloudek.


eus an amprouennoù bras en deus gwelet da zaoulagad, ar sinoù hag ar burzhudoù, an dorn kreñv hag ar vrec'h astennet, p'en deus da lakaet da vont kuit an AOTROU da Zoue; evel-se e raio an AOTROU da Zoue d'an holl bobloù ac'h eus aon razo.


En em galoneka ha bez kreñv! Rak te eo a lakaio ar bobl-mañ da berc'hennañ ar vro am eus touet d'o zadoù reiñ dezho.


Ha ne'm eus ket gourc'hemennet dit: En em galoneka ha bez kreñv? Na spont ket ha na'z pez ket aon, rak an AOTROU da Zoue a vo ganit dre holl ma'z i.


An AOTROU a lavaras da Jozue: Na'z pez ket aon, o lakaet em eus etre da zaouarn, hini anezho ne zalc'ho dirazout.


David a lavaras c'hoazh: An AOTROU hag en deus va dieubet eus pav al leon hag eus pav an arzh, am dieubo eus dorn ar Filistin-se. Neuze Saül a lavaras da Zavid: Kae, ha ra vo an AOTROU ganit.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan