Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Jonaz 4:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Ha Doue a lavaras da Jonaz: Hag e rez mat o fuloriñ abalamour d'ar risin? Hag e respontas: Ober a ran mat o fuloriñ betek ar marv.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Jonaz 4:9
13 Iomraidhean Croise  

Akab a zistroas d'e di, glac'haret ha kounnaret gant ar gomz en doa lavaret dezhañ Nabod eus Jizreel, p'en doa respontet: Ne roin ket dit hêrezh va zadoù. Hag e c'hourvezas war e wele, e tistroas e zremm, ha ne zebras netra.


Te hag en em ziframm da-unan ez fulor: An douar, hag e vo dilezet en abeg dit? Ar roc'h, hag e vo taolet er-maez eus he lec'h?


Laka evezh na raio ket ar gounnar dit droukpediñ, neuze un dic'haou bras ne c'hello ket da zieubiñ.


Ar vuanegezh a lazh an diskiant, an desped a laka ar sod da vervel.


Displijet kalz eo bet Jonaz gant kement-se, hag ez eas droug ennañ.


Neuze an AOTROU a lavaras dezhañ: Truez ec'h eus ouzh ar risin na'z poa ket kemeret poan eviti, a zo bet ganet en un nozvezh hag a zo marvet en un nozvezh,


Pa savas an heol, Doue a lakaas un avel domm da c'hwezhañ eus ar sav-heol, hag an heol a skoas war benn Jonaz, en doare ma vagane. Hag e c'houlennas ar marv o lavarout: Gwelloc'h eo din ar marv eget ar vuhez.


Neuze e lavaras dezho: Trist eo va ene betek ar marv, chomit amañ ha beilhit ganin.


Rak an dristidigezh hervez Doue a ro ur c’heuz a gas d’ar silvidigezh ha ne vo biken kerse anezhi, met tristidigezh ar bed a zegas ar marv.


En deizioù-se an dud a glasko ar marv ha ne gavint ket anezhañ, fellout a raio dezho mervel hag ar marv a dec’ho diouto.


Hag e trubuilhe anezhañ bemdez dre he c'homzoù, hag e waske anezhañ, en doare ma teue e ene da vezañ glac'haret betek ar marv.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan