Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Jonaz 4:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Pa savas an heol, Doue a lakaas un avel domm da c'hwezhañ eus ar sav-heol, hag an heol a skoas war benn Jonaz, en doare ma vagane. Hag e c'houlennas ar marv o lavarout: Gwelloc'h eo din ar marv eget ar vuhez.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Jonaz 4:8
23 Iomraidhean Croise  

Ha seizh tañvouezenn treut ha devet gant avel ar sav-heol a greskas en o goude.


Met eñ a yeas er gouelec'h, un devezh hent, hag e teuas da azezañ dindan ur vanalenn, hag e c'houlennas ar marv o lavarout: A-walc'h eo, AOTROU! Kemer bremañ va ene, rak n'on ket gwelloc'h eget va zadoù.


Akab a zistroas d'e di, glac'haret ha kounnaret gant ar gomz en doa lavaret dezhañ Nabod eus Jizreel, p'en doa respontet: Ne roin ket dit hêrezh va zadoù. Hag e c'hourvezas war e wele, e tistroas e zremm, ha ne zebras netra.


Met e lavaras dezhi: Komz a rez evel ur wreg diskiant. Resev a reomp ar mad a-berzh Doue, ha ne resevfemp ket ar gwalleur? E kement-se holl, Job ne bec'has ket dre e vuzelloù.


Setu perak e vefe gwelloc'h da'm ene tagañ, ha mervel kentoc'h eget mirout va eskern.


An heol ne skoio ket ac'hanout e-pad an deiz, nag al loar e-pad an noz.


Va dieub eus va holl fallagriezhoù, ha na'm laka ket da vezañ dismegañset evel an hini diskiant.


Na hast ket en em nec'hiñ ez spered, rak an desped a chom e bruched ar re ziskiant.


Na roit ket fed mard on du, rak an heol en deus va skaotet. Mibien va mamm a zo en em fuloret em enep, va lakaet o deus da ziwall ar gwini. Met va gwinienn va-unan, ne'm eus ket he diwallet.


N'o devo ken naon, n'o devo ken sec'hed, an tommder hag an heol ne skoint ken warno, rak an hini en deus truez outo a reno anezho, hag o degaso d'ar mammennoù dour.


Met tennet eo bet gant fulor ha taolet d'an douar, avel ar sav-heol he deus disec'het he frouezh, he skourroù kreñv a zo bet torret ha disec'het, an tan en deus pulluc'het anezho.


Petra bennak m'en deus roet frouezh e-touez e vreudeur, avel ar sav-heol a zeuio, avel an AOTROU o sevel eus ar gouelec'h, hag e tisec'ho e eien hag e kaso da hesk e feunteun. Laeret e vo en teñzor an holl draoù prizius.


Moizez a lavaras da Aaron: Kement-se eo ar pezh en deus disklêriet an AOTROU en ur lavarout: Santelaet e vin dre ar re a dosta ouzhin hag e vo roet gloar din dirak ar bobl. Aaron a davas.


Met an AOTROU a lakaas un avel vras da sevel war ar mor, hag e voe ur gorventenn vras war vor, hag al lestr a oa war var da derriñ.


Bremañ AOTROU, kemer va buhez, rak gwelloc'h eo din ar marv eget ar vuhez.


Ha Doue a lavaras da Jonaz: Hag e rez mat o fuloriñ abalamour d'ar risin? Hag e respontas: Ober a ran mat o fuloriñ betek ar marv.


o lavarout: Ar re ziwezhañ-se n’o deus labouret nemet un eurvezh, hag ec’h eus o lakaet keit ha ni hon eus douget pouez an deiz hag an tommder.


Tamall ha kastizañ a ran ar re holl a garan. Az pez gred eta ha keuz.


n’o devo ken naon, n’o devo ken sec’hed, an heol ne skoio ken warno na tommder ebet,


Samuel eta a zisklêrias dezhañ an holl c'herioù, ha ne guzhas netra outañ. Eli a lavaras: An AOTROU eo, ra raio evel ma kavo mat!


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan