Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Jonaz 4:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 An AOTROU Doue a lakaas ur risin da greskiñ dreist Jonaz, evit reiñ skeud war e benn hag e zieubiñ eus e c'hlac'har. Ha Jonaz en doe ul levenez vras abalamour d'ar risin.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Jonaz 4:6
11 Iomraidhean Croise  

Haman a yeas, en deiz-se, seder ha laouen e galon. Met pa welas ouzh dor ar roue Mardoke ha ne savas ket ha ne fiñvas ket evitañ, e voe leun a gounnar a-enep Mardoke.


Evel ar sklav a hiraezh d'ar skeud, evel ar goprad a c'hortoz e bae,


Perak teurel da zaoulagad war madoù na vint ken dizale? A-dra-sur en em raint divaskell evel an erer a nij war-zu an neñvoù.


Ezekiaz a voe laouen a gement-se, hag e tiskouezas dezho ti e draoù prizius, an arc'hant, an aour, al louzoù-frondus, an eoul prizius, e holl harnezioù, kement en em gave en e deñzorioù. Ne voe netra a gement na ziskouezas ket Ezekiaz en e di pe en e holl zomani.


Laouenaat a rit er pezh n'eo netra, hag e lavarit: Ha n'eo ket dre hon nerzh hon eus kemeret galloud?


Ha Jonaz a yeas er-maez eus kêr, hag ec'h azezas er sav-heol da gêr. Sevel a reas eno ul lochenn hag en em zalc'has en he skeud, betek ma welje ar pezh a c'hoarvezje gant kêr.


Hag antronoz, da darzh-an-deiz, Doue a lakaas ur preñv a skoas war ar risin, hag e tisec'has.


Koulskoude, n’en em laouenait ket eus ma pleg deoc’h ar speredoù, met en em laouenait kentoc’h eus ma’z emañ hoc’h anvioù skrivet en neñvoù.


ar re a ouel evel pa ne ouelfent ket, ar re a zo el levenez evel pa ne vefent ket, ar re a bren evel pa n’o defe netra,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan