Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Jonaz 4:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Ha Jonaz a yeas er-maez eus kêr, hag ec'h azezas er sav-heol da gêr. Sevel a reas eno ul lochenn hag en em zalc'has en he skeud, betek ma welje ar pezh a c'hoarvezje gant kêr.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Jonaz 4:5
10 Iomraidhean Croise  

Kerkent ha m'en doe Elia he c'hlevet, e pakas e zremm en e vantell hag ez eas er-maez d'en em zerc'hel e digor ar c'hev. Ha setu, ur vouezh a zeuas dezhañ en ur lavarout: Petra a rez amañ, Elia?


Eno ez eas en ur c'hev, hag e tremenas an noz eno. Ha setu, komz an AOTROU a voe disklêriet dezhañ evel-henn: Petra a rez amañ, Elia?


En abeg da zireizhder e c'hoantegezh on bet imoret hag em eus skoet warnañ, kuzhet em eus va dremm hag ez on bet imoret. Hag an disent en deus heuliet hent e galon.


Pa lavaran: Ne rin ket meneg anezhañ, ha: Ne gomzin ken en e anv, ez eus em c'halon evel un tan devus, dastumet em eskern; en em rediañ a ran d'e zerc'hel, met ne c'hellan ket.


Ar vartoloded o doe aon, hag e krias pep hini d'e zoue, hag e taoljont er mor traoù a oa el lestr evit he skañvaat. Met Jonaz a oa diskennet e strad al lestr, hag e oa gourvezet o kousket-don eno.


An AOTROU a lavaras dezhañ: Hag e rez mat o fuloriñ?


An AOTROU Doue a lakaas ur risin da greskiñ dreist Jonaz, evit reiñ skeud war e benn hag e zieubiñ eus e c'hlac'har. Ha Jonaz en doe ul levenez vras abalamour d'ar risin.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan